Rouestl Konamara

Eus Wikipedia
Rouestl Konamara

Rouestl Konamara a zo un dachennad rouestlet war Europa, unan eus loarennoù Yaou. Eus ar C'honamara e tenn hec'h anv.

Rouestl Konamara a zo kenaozet gant plakennoù skorn o deus diblaset an eil e-keñver eben. En-dro dezho e kaver bloc'hadoù-skorn a voe furmet, war a seblant, pa strinkas dour liñvel pe skorn klouar deuet eus diabarzh al loarenn. Bezañs Rouestl Konamara a ro da soñjal ez eus ur meurvor dindan kler Europa.