Kopek
Ur c'hopek zo 1/100 eus ar roubl rus, hag abaoe an 2 a viz Meurzh 1992, ur 1/100 ivez eus eus ar hryvnya ukrainat.
Pezhioù moneiz metalek int, met c'hoarvezet ez eus bet embann bilhedoù paper eus 1 c'hopek, pe 2, 3, 5, 10, 15, 20, 25 ha 50 kopek.
Etimologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eus ar ruseg копье kop'e "goaf", a zo kar d'ar gresianeg kopis "troc'hell", peogwir ec'h eo bet diskouezet an tsar gant ur goaf en e zorn war lod pezhioù-moneiz.
E Rusia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kant kopek (копе́йка /kopeïka e ruseg) a ya d'ober ur roubl pe ur hryvnya.
Rannet eo ar c'hopek e pevar folouchka.
Un denga zo kement ha daou bolouchka, un hanter gopek eta.
Kopekoù rus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kopek Ivan IV, XVIvet kantved.
En Ukraina[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar hryvnya, гривня en ukraineg hag aroueziet UAH, eo moneiz ofisiel Ukraina abaoe an 2 a viz Gwengolo 1996 ; rannet eo e 100 kopek, копійка en ukraineg.
Kopekoù ukrainat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Broioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1992 ha betek mezheven 1993 e veze kopekoù ivez e Belarus.
Tro-lavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A-wechoù e vez lavaret kopek e-lec'h "blank" pe "liard", pa zistager ar bomm "ne dalv ket ur c'hopek"(Brezhoneg eo an dra-se? Pe galleg gant gerioù brezhoneg?)