Goaf
Ur goaf zo un arm, anezhañ ur pezh houarn begek lakaet e penn un troad hir. Gant ur goafad e c'haller treuziñ korf un den. Goafer pe goafeg eo ar soudard a zoug ar goaf.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En amzer ar ragistor e veze chaseet gant gouzifiadoù koad. Da vare oadvezh an houarn e voe lakaet houarn er penn. Er Grennamzer e veze implijet pe gant marc'hegerien pe gant troadeien da herzel ar varc'hegerien.
Hasta e oa anv goaf ar soudarded roman.
An doueez Pallas Athene gant he goaf - Vatikan, Roma
Marc'hegerien norman en emgann Hastings hervez Pallenn-moger Bayeux
Emgann tal-ouzh-tal gant goafoù. Engravet gant Hans Holbein ar Yaouankañ (Mirdi Albertina, Vienna).