Mont d’an endalc’had

Ivan Spontus

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ivan IV)
Ivan Spontus
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhGrand Principality of Moscow, Tsardom of Russia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denІѡа́ннъ Васи́лїевичъ, Іѡанъ Kemmañ
Anv ganedigezhИван Васильевич Kemmañ
Anv-bihanИван Kemmañ
Titl noblañsTsar of All Russia Kemmañ
MoranvИван Грозный, Ivan the Terrible, Ivan Teribilul, イヴァン雷帝, イワン雷帝 Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Eost 1530 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKolomenskoye Kemmañ
Deiziad ar marv18 Meurzh 1584 Kemmañ
Lec'h ar marvMoskov Kemmañ
Abeg ar marvampoezonet Kemmañ
Lec'h douaridigezhCathedral of the Archangel Kemmañ
TadVasili III of Moscow Kemmañ
MammElena Glinskaya Kemmañ
Breur pe c'hoarYuri of Uglich Kemmañ
FamilhRurikids Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridrusianeg Kemmañ
Micherpolitiker, raspevschik Kemmañ
KargTsar of All Russia, Sovereign of all Russia Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet1573 Polish–Lithuanian royal election Kemmañ
Relijion pe kredennEastern Orthodoxy Kemmañ
Kleñvedparanoia Kemmañ
Perc'henn warIvan the Terrible's elephant Kemmañ
Name dayAugust 29 Kemmañ
Deskrivet dreIvan the Terrible, Ivan the Terrible and his son Ivan on November 16, 1581 Kemmañ

Ivan IV Vassilievitch ( e ruseg : Иван IV Васильевич), lesanvet Ivan Spontus (e ruseg : Иван Грозный, Ivan Groznyi), ganet e 1530 ha marvet e 1584, a oa priñs meur Vladimir ha Moskov adalek 1533, ha kentañ tsar Rusia adalek 1547 betek e varv e 1584.

Ur priñs emzivat e oa, marvet e dad Vassili III digantañ pa oa 3 bloaz hag e vamm Helena pa oa 8 vloaz. Peogwir e oa re yaouank evit gouarn e voe desavet gant un ugent boyarin[1] bennak. O vezañ ma felle d'ar voyarined-se gouarn en e lec'h e klaskjont lazhañ ar priñs bihan : skoet e veze ar bugel bemdez, dilezet hep boued, spontet, disprizet. Kreskiñ a reas gant aon ha feulster en e greiz. Jahinañ a rae ar chas hag al laboused hag e gentañ denlazhadenn a reas pa oa 12 vloaz : doñvaet en doa chas e-kuzh, hag un deiz e roas urzh dezho arsailhañ Andrey Mic'hailovich Chouiskyi (Андре́й Миха́йлович Шу́йский), unan eus ar voyardined kriz hag a rae war e dro, ha debriñ anezhañ. D'ar mare-se e teuas da vezañ ur bourev.

Goude bezañ anvet da dsar d'ar 16 a viz Genver 1547 ec'h euredas da Anastasia Romanovna Zac'haryina-Yurieva (Анастасия Романовна Захарьина-Юрьева ; 15301560), merc'h d'ur boyarin.

  1. Boyarin (боярин) : brientin er broioù ortodoks e-maez Gres.