Kêr al loened
Kêr al Loened, Animal Farm er yezh orin, zo ur romant berr (kant daouzek pajenn) saoznek gant George Orwell, embannet d'ar 17 a viz Eost 1945 gant Secker & Warburg er Rouantelezh-Unanet. Lakaet eo bet e brezhoneg gant Erwan Hupel hag embannet e 2011 gant Barn ha Skrid.
An istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kaoz zo eus un atant ma en em sav al loened da gemer ar galloud digant an dud. Ar re-se zo tamallet da vezañ ur gourdrouz hag argaset int eus an atant.
Ur fablenn eo hag ur flemmskrid diwar-benn an Dispac'h rus, hag un dagadenn ouzh ar stalinouriezh, ha de-vras ouzh ar renadoù aotrouniek hag an hollveliegezhioù.
Embannadurioù brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Troet e oa bet ar pennad kentañ gant Per Bourdellez e-barzh Al Liamm e 1972, hag ennañ ur ganaouenn a voe kanet gant Jef Philippe goude.
Adalek 2009 ez eus bet embannet pennadoù eus troidigezh Erwan Hupel e-barzh Al Liamm ivez, a-raok embannadur al levr gant Barn ha Skrid e 2011.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kuzul ar Brezhoneg. Kavet : 15 Du 2020.