Marko Vovtchok

Eus Wikipedia

Марія Вілінська
Mariya Vilinska
Mariya Oleksandrivna Vilinska e-tro 1855
Anv Марія Олександрівна Вілінська
Mariya Oleksandrivna Vilinska
Ganedigezh 10J / 22 KerzuG 1833
Yekaterininskoye, povit Yeletsk
Gouarnelezh Oryol
Impalaeriezh Rusia
Marv 28 GouereJ / 10 EostG 1907
Naltchik
Oblast Terek
Impalaeriezh Rusia
Micher Skrivagnerez
Troerez
Anv-pluenn Marko Vovtchok
Yezhoù Ukraineg
Ruseg
Galleg
Luskad Realouriezh
Doare Komz-plaen

Oberennoù
pennañ
Народні оповідання, 1858
Інститутка, 1859
Маруся, 1871

Marko Vovtchok (ukraineg : Марко́ Вовчо́к Marko Vovtchok) a oa anv-pluenn Mariya Oleksandrivna Vilinska (ukraineg : Марія Олександрівна Вілінська, ruseg : Мария Александровна Вилинская ; Yekaterininskoye, 22 Kerzu 1833Naltchik, 10 Eost 1907, ur skrivagnerez ukrainat. Gant ar skrivagner hag embanner ukrainat Panteleimon Koulich (1819-1897) e voe dibabet hec'h anv-pluenn gourel.

Realouriezh e oa danvez hec'h oberennoù, ma teskrivas Ukraina an amzer dremenet : kontadennoù-pobl, buhez ar served hag all. Berzh bras-meurbet a reas er bloavezhioù 1860 en Ukraina goude embannadur un dastumad kontadennoù ukrainek e 1857. Pinvidikaet e voe lennegezh Ukraina gant an dodennoù nevez a voe degaset ganti, evel an istorioù kevredigezhel (Інститутка "An ensavadur", 1859) ha politikel (Маруся "Marousya", 1871). Gant troidigezh c'hallek Marousya e c'hounezas brud en Europa ar C'hornaoueg.

Tabut zo c'hoazh diwar-benn he dastumad kontadennoù eus Ukraina, pa gred da veur a vuruteller e oa ket skrivet a-gevret gant he fried kentañ, a oa ur folklorour.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 10 a viz Kerzu 1833 hervez an deiziadur juluan (22 a viz Kerzu hervez an deiziadur gregorian) e voe ganet Mariya Oleksandrivna Vilinska e Gouarnelezh Oryol (Oblast Oryol hiziv) en Impalaeriezh Rusia, d'ur vaouez a lignez ha d'un ofiser en arme, rusegerien o-daou daoust dezho bezañ a-orin eus rannvro Kyiv.
Desket ha liesyezher e oa he mamm, a gare kanoù ha sonerezh Ukraina ; ganti e voe boulc'het deskadurezh Mariya.
Seizh vloaz e oa pa varvas he zad ; addimeziñ a reas he mamm, gant ur julod tirantus ha kriz koulz gant e diegezh hag e served ; adalek neuze e voe desavet Mariya e ti ur voereb dezhi. Daouzek vloaz e oa e 1845 pa voe kaset d'ur skol-lojañ e C'harkiv, a-raok mont da Oryol pa oa 16 vloaz. D'he 16 vloaz end-eeun e kejas e saloñs lennegel he moereb en Oryol ouzh ar folklorour ha tudour Opanas Markevytch (1822-1867), a oa en harlu abalamour d'e oberoù politikel kuzh enep an Impalaeriezh e Kyiv.

E 1851, goude hec'h eured gant O. Markevytch d'ar 25 a viz Kerzu 1850, e tilojas da Ukraina. Adalek 1851 betek 1858 e vevas e Tchernihiv, e Kyiv hag e Nemyriv en ur skoazellañ he fried en e labour tudour ; e-keit-se e teske Mariya sevenadur ha yezh Ukraina.
E Kyiv e c'hanas he mab Markovitch Bohdan Opanasovitch (1853-1915), a voe ur matematikour, ur c'hazetenner hag un dispac'her.

E 1857 e lakaas Marko Vovtchok embann Народні оповідання Narodni opovidannya, "Kontadennoù-pobl", 11 kontadenn a voe degemeret-dispar e metoù al lennegezh ukrainat, gant ar folklorour ha tudour Taras Shevchenko ha gant Panteleimon Koulich pergen ; e Rusia ivez e voe saludet an oberenn goude bezañ bet troet e ruseg hag embannet gant Ivan Tourgeniev e Sankt-Peterbourg e 1859.

Goude ur chomadenn verr e Sankt-Peterbourg e 1859 ma voe degemeret mat gant pennoù-bras ar sevenadurioù ukrainat ha rusian ez eas Mariya Vilinska, gant he fried, da weladenniñ Europa ar C'hornaoueg, ma chomas en Alamagn, e Bro-C'hall, en Italia hag e Suis. Nebeut goude e tistroas O. Markevytch da Ukraina, e-unan abalamour da avoultriezh e wreg ; biken ne adwelas e bried hag e vab, petra bennak ma kasas arc'hant dezho e-pad meur a vloaz gant ar spi ma tistrofe e wreg ; breset e voe ar folklorour, a varvas en digenvez e Tchernihiv e 1867.
E-kerzh he beajoù dre Europa e kejas Marko Vovtchok ouzh ar c'himiour Dmitriy Mendeleyev, ar sonaozour Aleksandr Borodin hag an nervoniour Ivan Setchenov (1829-1905) ; dre hanterouriezh Ivan Tourgeniev e kejas ouzh Jules Verne, Aleksandr Herzen ("Tad ar sokialouriezh", 1812-1870) ha Lyev Tolstoy.
Mariya Vilnska a skrivas istorioù ha kontadennoù e galleg, a voe embannet e Journal de l'éducation et du divertissement P.-J. Stahl , anv-pluenn Pierre-Jules Hetzel (1814-1886), a embanne romantoù Jules Verne.

E 1867 e tistroas ar veajourez da Sankt-Peterbourg ma chomas betek 1878. Berzet e oa an ukraineg eno, setu e labouras evel skridaozerez ha troerez evit kelaouennoù rusek. Danevelloù a skrivas e ruseg e-kerzh he chomadenn e Sankt-Petersbourg : Живая душа Zhivaya dusha "An ene bev" (1858), Записки причетника Zapysky prychetnyka "Deizlevr ur sakrist" (1870), ha meur a hini all. Tost e voe d'ar gelaouenn rusek Отечественные записки Otechestvennyye zapiski "Deizlevr broadel" en alamaneg, e poloneg hag e ruseg, a embannas lod eus he oberennoù.
E 1870, p'edo e Sankt-Peterbourg, e kenlabouras evel troerez gant ar gelaouenn Переводы лучших иностранных писателей Perevody lutchchikh inostrannykh pisateley "Troidigezhioù diwar ar gwellañ skrivagnerien estren" ma troas Kontadennoù Andersen, oberennoù gant Erckmann-Chatrian, Jules Verne ha skrivagnerien all. Kalz troerezed eus ar vro a voe degaset d'ar gelaouenn gant Maryia Vilinska.
Pa voe Brud fall o redek diwar-benn Marko Vovtchok , he dije gopret troerezed evit marvailhoù Andersen, ez eas ar gelaouenn "Troidigezhioù diwar ar gwellañ skrivagnerien estren" da get ha darbet e voe da Variya Valinski paouez da skrivañ.
E 1872 e kuitaas Sankt-Peterboug d'en em staliañ e domani anaoudeien dezhi e proviñs Tver ma kendalc'has da skrivañ e ruseg : теплое гнездышко teploye gnezdychko "Un neizh tomm" (1873), В глуши V glouchi "En dezerzh" (1875) hag Отдых в деревне Otdykh v derevne "Diskuizh war ar maez" (1876-1899) en o zouez.

E 1878 ez addimezas, gant un ofiser rusian kalz yaouankoc'h egeti anvet Mikhail Lobach-Zhouchenko, hag adal neuze e heulias he fried e-pad 30 vloaz e meur a rann eus an Impalaeriezh (Stavropol, Bogouslav, Naltchik) ; e 1885 e voe e Gouarnelezh Kyiv ma chomas betek 1893 ; eno e kendalc'has gant he labour diwar-benn folklor Ukraina, en ur sevel ur geriadur ukraineg-ruseg-poloneg ivez.
E deroù ar bloavezhioù 1900 ez adskoulmas darempredoù gant embannerien ukrainat.

Diwezhatoc'h e tistroas ar familh da Naltchik, ma varvas Mariya Oleksandrivna Vilinska "Marko Vovtchok", oadet 73 vloaz, d'an 28 a viz Gouere 1907 (hervez an deiziadur juluan ; d'an 10 a viz Eost hervez an deiziadur gregorian).

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maroussia, troidigezh c'hallek Маруся embannet ha sinet gant P.-J. Hetzel e 1878

Kendere ar maouezed en Ukraina da vare ar c'hladdalc'helezh eo penngomz oberennoù Marko Vovtchok kerkent hag en dastumad "Kontadennoù-pobl", rak an dud gwasketañ, mezhekaetañ hag ezwirietañ e oant en Impalaeriezh Rusia.
Levezonet-bras eo bet lennegezh Ukraina gant labour Marko Vovtchok , hag a-drugarez dezhi ez eo bet skignet lennegezh he bro dre Europa : Bulgaria, Polonia, Serbia, Slovenia, Tchekia, Rouantelezh-Unanet hag all.

Dastumadoù
  • 1857 : (uk) Народні оповідання Марка Вовчка Narodni opovidannya Marka Vovtchka "Kontadennoù-pobl Marko Vovtchok" ; (ru) Украинские народные рассказы Ukrainskiye narodnyye rasskazy "Kontadennoù-pobl ukrainat"
  • 1859 : Народные рассказы Narodnyye rasskazy "Istorioù folklorel"
Рассказы из народного русского быта Rasskazy iz narodnogo russkogo byta "Istor buhez folklorel Rusia"
  • 1862 : "Kontadennoù-pobl Marko Vovtchok", eil levrenn
  • 1865 : "Kontadennoù-pobl Marko Vovtchok", trede levrenn
Romantoù
  • 1868 : Живая душа Zhivaya doucha "An ene bev"
  • 1869 : Записки причетника Zapysky prytchetnyka "Deizlevr ur sakrist"
  • 1873 : Тёплое гнёздышко Toploye gnozdychko "Un neizh tomm"
  • 1875 : В глуши V glouchi "En dezerzh"
Сельская идиллия Sel'skaya idilliya "Karantezig ploueziat"
Danevelloù
  • 1859 : Інститутка Instytutka "An ensavadur"
  • 1860 : Червонный король Tchervonnyy korolʹ "Ar roue ruz"
  • 1861 : Тюлевая баба Tyoulevaya babaʹ "Ar vaouez tull"
  • 1862 : Глухой городок Gloukhoy gorodok "Ar gêr vouzar"
  • Павло Чорнокрил Pavlo Chornokryl "Paol Askell Zu"
  • Пройдисвіт Proydisvít "An hailhon"
  • Три долі Try doli "Tri zonkad"
  • Гайдамаки Haydamaky "Haydamaky"
Istorioù berr
  • 1861 : Жили да Были Три сестры Zhili da byli tri sestry "Ur wech e oa teir c'hoar"
  • 1863 : Кармелюк Karmelyouk "Ar garmezez"
  • 1871 : Маруся Marousya "Marousya"
  • 1876-1899 : Отдых в деревне Otdykh v derevne "Diskuizh war ar maez"
  • Ведмідь Vedmidʹ "An arzh"
  • Дев'ять братів і десята сестриця Галя Dev'yatʹ brativ i desyata sestrytsya Halya "An nav breur hag o c'hoar Galya"
  • Затейник Zateynik "An ijiner"
  • Лимерiвна Lymerivna "Lymerivna"
  • Невільничка Nevilʹnytchka "Ar sklavez"
  • Путешествие во внутрь страны Pouteshestviye vo vnoutr' strany "Beaj e diabarzh ar vro"
  • Чортова пригода Tchortova pryhoda "Gwalldro viliget"
  • Як Хапко солоду відрікся Yak Khapko solodu vidriksya "Penaos e tilezas C'hapko ar malt"
  • Горпина Horpina "Agrippina"
  • Викуп Vykup "An daspren"
  • Данило Гурч Danylo Hurtch "Danilo Gurtch"
  • Два сини Dva syny "An daou vab"
  • Катерина Kateryna "Kateryna"
  • Козачка Kozatchka "Kozatchka" [1]
  • Купеческая дочка Kouptecheskaya dotchka "Merc'h ar marc'hadour"
  • Ледащиця Ledachtitsya "Ar gluchenn"
  • Максим Гримач Maksym Hrymatch "Maksen Grimatch"
  • Маша Macha "Macha"
  • Не до пари Ne do pary "N'eo ket evit an arc'hant"
  • Одарка Odarka "Odarka"
  • Отець Андрій Otetsʹ Andriy "An Tad Andrev"
  • Саша Sacha "Sacha"
  • Сестра Sestra "Ar c'hoar"
  • Свекруха Svekroukha "Ar vamm-gaer"
  • Сон Son "An hun"
  • Чари Tchary "Ar strobinell"
  • Чумак Tchoumak "Tchoumak"
  • Игрушечка Igrouchetchka "Ar c'hoariell"
  • Волшебство Volchebstvo "An hudouriezh"
  • Надежа Nadec'ha "Nadec'ha"
Arnodskrid
  • 1864 : Письма из Парижа Pisma iz Parija "Lizheroù eus Pariz", daouzek lizher ma ro ar skrivagnerez he santadoù a-zivout tud Pariz dreist-holl, hag ar C'hallaoued dre vras.

Marousya[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An istor-se, skrivet evit ar vugale, zo bet troet e galleg gant Pierre-Jules Hetzel hag embannet gantañ — dindan e anv-pleunn, P.-J. Stahl e 1878 ; buan e troas da levr muiañ-karet ar vugale e Bro-C'hall, ma voe enoret gant Priz an Académie française ha ma voe erbedet gant Ministrerezh an Deskadurezh-Stad evit levraouegoù ar skolioù.
Den ne oar da vat hag e ruseg pe en ukraineg e oa bet skrivet gant Marko Vovtchok . En ukraineg e vije bet skrivet er bloavezhioù 1860, diembann e vefe chomet, ha kollet e vefe bet ar skrid orin ; e ruseg e vefe bet skrivet, ha lakaet da droidigezh diwar an ukraineg evit diflipañ diouzh ar c'hontrollerezh — ma vefe gwir an eil doare-se e vefe ar skrid ukrainek un droidigezh eus ar ruseg graet gant an aozerez. Troidigezhioù eus un embannadur rusek e 1871 eo an holl embannadurioù ukrainek eus Marousya a gaver hiziv an deiz.
Er gelaouenn "Troidigezhioù diwar ar gwellañ skrivagnerien estren" e Sankt-Peterbourg e oa an embannadur rusek-se, ha bloaz goude e oa deuet er-maez e stumm ul levr sinet Marko Vovtchok ha kinniget evel-henn : "troet diwar an ruseg bihan, gant skeudennoù diwar zorn Klodt ha Bashilov" (an ukraineg eo ar "ruseg bihan"). Ar skrid rusek-se zo bet troet en ukraineg gant Vasyl Domanytsky.
E 1927, familh eil pried Mariya Valinska a brofas d'an istorour ha buruteller ukrainat Oleksandr Dorochkevytch (1896-1946 skrid ukrainek Marousya diwar zorn Mariya Valinska, evit e dezenn doktorelezh Skridoù e komz-plaen ukrainek Marko Vovtchok ; darn eus ar skrid a voe embannet e 1943.

Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbr ukrainat, 2008
  • Straedoù Marko Vovtchok zo e Dnipro, Kyiv, Lviv, Naltchik, Rivne, Soumy ha kêrioù all en Ukraina.
  • Mariya, ur romant awenet gant buhez Marko Vovtchok diwar zorn ar skrivagnerez ukrainat Oksana Ivanenko (1906-1997) e 1973
  • D'ar 4 a viz Eost 1978 e voe divouchet un delwenn da Variya Vilinska e kêr Naltchik.
  • Ur mirdi gouestlet dezhi a voe digoret er memes kêr en ti ma tremenas bloavezhioù diwezhañ e buhez.
  • D'an 10 a viz Eost 1985 e voe digoret ur mirdi er maner ma vevas e 1885-86 e Bohouslav en oblast Kyiv.
  • E 2007 e voe kounaet 100vet deiz-ha-bloaz he marv gant ar Stad ukrainian.
  • E 2008, un timbr en enor da Varko Vovtchok a voe embannet en Ukraina.
  • Un teulfilm, Marko Vovtchok, ar steredenn gevrinus sevenet e 2014 gant Svetlana Krasnojon ha Tatiana Trofimtchouk hag a ziskouez e oa Mariya Vilinska ur vaouez dizalc'h ha benelour na rae van ebet eus he brud, a verze ma vefe embannet poltredoù anezhi, a hoalas degadoù a wazed padal e skrive dindan anv unan, ha kalz he deus skrivet hep soñjal morse en aozañ he vuhezskrid.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Maroussia (troet gant P.-J. Hetzel). Paris : L'Harmattan, 2008 (ISBN 978-2-296-07566-5)
  • (fr) Le voyage en glaçon – Histoires pour les enfants sages du XIXe siècle. Paris : L'Harmattan, 2009 (ISBN 978-2-296-10892-9)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ur gêriadenn en oblast C'harkiv hiziv eo Kozatchka, 18 den o vevañ enni.