Mont d’an endalc’had

Mouez Breiz

Eus Wikipedia
Mouez Breiz
label sonerezh
Deiziad krouiñ1952 Kemmañ
Sez sokialKemper Kemmañ
Tachennsonerezh Breizh Kemmañ

Mouez Breiz a voe ur label pladennoù staget ouzh ar stal binvioù-seniñ ha gwerzhañ pladennoù Wolf-Le Noan e Kemper. Produet ez eus bet war-dro 300 pladenn dindan ar merk-se etre 1952 ha 1976. Dediet da sonerezh Breizh eo bet kazi an holl broduadur. Tud illur o deus degaset o barregezhioù d'an ti-embann pladennoù-se, Alan Stivell, Ar c'hoarezed Goadeg, Per-Jakez Helias, Youenn Gwernig, Polig Monjarret, Andrea ar Gouilh, Loeiz Roparz, Jef ar Penven, Éliane PronostSoazig Noblet, Gérard Pondaven, Michel Magne hag all. Kentañ ti-embann pladennoù o froduiñ e Breizh eo bet an embregerezh Wolf-Mouez Breiz hag oc'h enrollañ tonioù kan ha diskan war un dro.

Hermann Wolf, ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1904, e Kemper, ha marvet e 1976, a voe mab d'un Hermann Wolf, hag eñ ur farder ograoù deuet evit ober ar vicher-se e Kemper, e 1899, goude bezañ bet o chom e Kanton suis ar Valais-Walliser. Hermann yaouank, a yeas da zeskiñ micher farder binvioù-seniñ e Naoned, hag e ti ar farder pianoioù Gaveau, e Pariz.
Pa varvas e dad e 1926 e tleas dont en-dro evit ren stal binvioù-seniñ e dud war blasenn Sant-Kaourintin hag e tiorreas anezhañ dre ma kreske ar goulenn war enstaliñ ar son er salioù diduamant hag ar gouelioù foran, evel gouelioù bras Kemper (Gouel Rouanezed Kerne, Gouelioù Kerne pelloc'h). E 1932, pa oa stal Hermann Wolf aotreet evit gwerzhañ produioù Gramophone-La Voix de son maître e kenlabouras gant an deknisianed karget eus enrolladurioù a vo fardet 27 pladenn 78 tro diouto, lakaet dindan titl « Le pardon de Notre-Dame du Folgoët ».
Deuet da vezañ pitilh gant teknikoù enrolladur ar son e pren Hermann an ardivinkoù nevesañ ingal, un enrollerez pladennoù ouesk da gentañ, ha goude ar brezel ar sonenrollerien  ijinet a-nevez, ar re gant un neudenn metal hag ar re gant lurelloù magnetek, da c'houde.
War-dro 1939 eo bet dilec"hiet ar stal da drolec'h ar c'hoc'hu, 4-6 straed Astor, hag diouzh al lec'h-se e krogas al label da vezañ anavezet gant ar bed sevenadurel breizhat e 1952, met un nebeut pladennoù war gont an oberour a fardas a-raok. Kas a reas d'ar blotoù presadeg e bladenn genwerzhel gentañ, ha Zaig Monjarret ar ganerez enni, pa kave dezhañ e oa dister kalite ar son.
Hep raktres kenwerzhel e entap lennadurioù foran barzhonegoù Tristan Corbière dezrevellet gant e vignon Jean Deschamps, d'an 18 a viz 1951, e Ploneour-Lanwern. Adimplij a reas an enrolladurioù evit ar pladennoù trivet ha pevarvet.

Politikerezh embann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pep pladenn produet dindan al label en doe ul liamm gant Breizh (sonerezh, kanaouennoù, kantikoù) pe ar broioù keltiek (Iwerzhon ha Skos) pe dre orin an arzour (Tristan Corbière, Théodore Botrel ha Guy Ropartz).

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
levrioù
  • Jacques Vassal, La chanson bretonne, Albin Michel, dastumad « Rock&Folk », 1980, 190 p.
  • Gilles Goyat, La collection des disques 78 tours Mouez Breiz (1950-1955), 97 p.
  • Laurent Bourdelas, Alan Stivell, Le Mot et le reste, 2017.
  • Gilles Kermarc, Mouez Breizh : L'invention du disque breton, Dastum Bro Dreger, 2023, 100 p.
pennadoù
  • Mouez Breiz. E-barzh Musique bretonne, niv. 202,‎ mai-juin 2007, p. 34-35 (lire en ligne [archive])
  • Les premiers enregistrements. L'édition de disques bretons : Mouez Breiz. E-barzh An Dasson, niv. 39, 1997
  • Gilles Goyat, Les disques Mouez Breiz : 1950-1976. Catalogue provisoire, p. 51-65. E-barzh Bretagnes du cœur aux lèvres : Mélanges offerts à Donatien Laurent, Presses Universitaires de Rennes, dastumad. « Essais », 2009, 421 p.,
  • Gilles Kermarc, Mouez Breiz, l'invention du disque breton. E-barzh ArMen, niv. 173,‎ novembre-décembre 2009, p. 42-47 (ISSN 0297-8644)

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

= Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]