Mont d’an endalc’had

Iwan Nikolazig

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Delwenn Iwan Nikolazig a-us unan ouzh dorioù-dal penniliz Santez-Anna-Gwened.
Poltred Iwan Nikolazig e penniliz Santez-Anna-Gwened.

Iwan Nikolazig (badezet d'an 3 a viz Ebrel 1591 e Plunered-13 a viz Mae 1645 e Santez-Anna-Wened, Plunered) a oa ur c'houer eus parrez Plunered e deroù ar XVIIvet hag a lavare en devout gwelet Santez Anna.

En ur gêriadenn anvet Ker-Anna e veve Iwan Nikolazig. Ne oa ket eus ar re baour pa oa perc'henn war un nebeud parkoù. E 1623 en doa lavaret bout gwelet ur vaouez o kas bannoù lufrus hag o telc'her ur piled-koar. Hervezañ, d'ar 25vet a viz Gouere 1624 e teuas dezhañ ar vaouez evit lavaret : N'ho pet ket aon, me zo Ann, mamm Mari ! Lavarit d'ho person ez eus bet, e park ar Bossennoù, ur chapel dindan ma anv, an hini gentañ er vro. Nav c'hant pevar warn-ugent ha c'hwec'h miz zo ha fell' a ra din ma vo adsavet... Ne voe ket kendrec'het ar person betek an deiz e 1625 ma va konduet gant ur piled-koar ur strollad tud [betek] al lec'h ma'z eus bet kavet un delwenn gozh eus Santez Anna graet e prenn. Goude ur prosez e voe kendrec'het eskob Gwened hag e voe savet ur chapel eno e 1628. Fiziet e voe meradur kef ar birc'hirinded d'ar Garmezidi a savas ur manati bras. Er bloaz-se ec'h embannas Anna Aostria (1601-1666), rouanez Bro-C'hall, e ouestle ganedigezh ur mab da santez Anna, he maeronez. Berzh bras en deus graet ar pirc'hirinaj hag e voe savet ur renabl, "al Levr aour" evit enrollañ ar burzhudoù dindan evezh an Iliz.