Sant-Hern
Sant-Hern | ||
---|---|---|
![]() An iliz katolik. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Hernin | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kastellin | |
Kanton | Karaez | |
Kod kumun | 29250 | |
Kod post | 29270 | |
Maer Amzer gefridi | Marie-Christine Jaouen 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | KK ar Poc'hêr | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 750 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 26 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 120 m bihanañ 59 m — brasañ 308 m | |
Gorread | 29,29 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Hern a zo ur gumun eus Bro-Gerne e kanton Karaez, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Sanctus Eherninus, c. 1370; Sanctus Huerninus, 1368; Sanctus Herninus, 1516; Sainct Hernyn, 1536; Sermin, 1630[2].
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Er Poc'hêr emañ Sant-Hern.
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emsavadeg ar Bonedoù ruz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Preizhet ha damzistrujet gant an tan e voe kastell Kergoed, perc'hennet gant an aotrou Le Moyne de Trevigny, d'an 11 a viz Gouere 1675; lazhet e voe ar merour ha meur a vevel. Tro ugent parrez eus ar vro a voe lakaet da baeañ digolloù d'an aotrou de Trevigny, parrez Sant-Hern a rankas reiñ 4 000 lur[3]:
Parrez | Digoll da baeañ (miliadoù a lurioù) |
---|---|
Gourin hag he zrevioù (gant ar Sent) | 5,5 |
Gwiskri hag he zrev Lannejenn | 3 |
Skaer | 2 |
Leuc'han | 0,8 |
Treogan | 0,4 |
Motrev | 1,45 |
Plevin | 1,45 |
Kledenn-Poc'hêr | 1,4 |
Kerglof | 1,8 |
Landelo | 2 |
Lannedern | 0,6 |
Lokeored | 1,4 |
an Uhelgoad | 0,8 |
Plouie | 2,5 |
Plougêr | 1,5 |
Poullaouen | 3,6 |
Sant-Hern | 4 |
Speied | 5 |
Plonevell | 1,6 |
Plonevez-ar-Faou | 9 |
Hollad | 49,8 |
.
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh tri den eus Sant-Hern, ar person hag Yvon ha Jacques Cannuë, goude an emsavadeg[4].
- Dizemglevioù a oa bet dija e 1668 etre an aotrou Le Moyne de Trevigny hag e gouerion, ar re-mañ a gasas an afer dirak lez-varn Karaez, ha koll a rejont; dre ma vije bet itriket e lazhañ e teuas Le Moyne de Trevigny a-benn da lakaat Yvon Coent, ur c'hemener, unan eus pennoù ar beizanted, da vout barnet d'ar marv, krouget e voe e Karaez[5]; poan en-doa bet an aotrou da vout paeet e mare Gouel-Mikael 1677 gant tud Penfrad hag a zalc'he penn ouzh sarjantoù e justis[6].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 95 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 5,11% eus he foblañs e 1911[7]; n'eus nemet 86 anv hepken ouzh monumant ar re varv e bourc'h Karaez, da lavaret eo 4,62% eus ar boblañs e 1911[8]
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Hern.
- Kalvar er vourc'h.
- Ar garnel.
- Chapel ar Salver.
- Dismantroù kastell an tiegezh Kergoed, eus ar XVvet kantved, devet e 1675, e Sant-Hern, distrujet adarre en 1835; tiez-ferm eus 1857[9].
- Monumant ar re varv (luc’hskeudenn - Memorial Genweb).
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[10].
Post[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An ti-post.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1743 : Théophile-Malo Corret de La Tour d’Auvergne, soudard gall anvet da gKentañ Greunader ar Republik gant Napoleon Iañ.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
du Quélenec
Aotrounez Kergoët |
En erminoù, e gab en gul karget gant teir flourdilizenn en aour |
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 106-109
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 152-154
- ↑ Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 28 ha 29
- ↑ Jean Lemoine, Documents inédits relatifs à la Révolte du Papier timbré en Basse Bretagne en 1975, Bulletin de la Société archéologique du Finistère, 1896, pajennoù 126 ha 127
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Monumant ar re varv e bourc'h Karaez.
- ↑ Glad sevenadurel Breizh
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936