Motrev
Motrev | ||
---|---|---|
An iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Motreff | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kastellin | |
Kanton | Karaez | |
Kod kumun | 29152 | |
Kod post | 29270 | |
Maer Amzer gefridi | José Le Guélaff 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | KK ar Poc'hêr | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz-Breizh | |
Lec'hienn web | http://www.motreff.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 707 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 33 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 200 m bihanañ 72 m — brasañ 258 m | |
Gorread | 21,59 km² | |
kemmañ ![]() |
Motrev a zo ur gumun eus Bro-Gerne (Poc'hêr) e kanton Karaez, e departamant Penn-ar-Bed, e Kreiz Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En sabel e dreustell dentek brizhet etre aour ha gul, leinet gant un leon tremenant hebiaet gant div ginerminig an holl en aour
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz:
- un digoll a 1 450 lur a voe paeet gant ar barrez d'an aotrou Le Moyne de Trevigny goude tagadenn e gastell e Sant-Hern d'an 11 a viz Gouere 1675 e-pad an emsavadeg[3];
- nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh daou zen eus Motrev, Yvon Le Cardinal ha Jean Goant, goude an emsavadeg[4] .
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ: 48 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[5], d.le. 3,18% eus ar boblañs e 1911 (met 67 hervez monumant ar re varv e bourc'h Karaez[6], d.le. 4,46% eus ar boblañs e 1911).
- Eil brezel-bed: d'an 23 a viz Genver 1943 e kouezhas daou garr-nij eus aerlu ar Stadoù-Unanet, ur B-17F-27-BO (anvet "Green Hornet", marilhet 41-24603 ha kodet BN-?) e Kergolae hag ur B-17F-25-BO (anvet ""Hell Cat", marilhet 41-24580 ha kodet VK-C) e Kerbeleg e Motrev; diwar an triwec'h milour e varvas unan, douaret eo er Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin (Bro-C'hall), seizh a voe tapet gant an Alamaned, nav a zeuas a-benn da achap hag unan anezhe ne voe ket adkavet[7].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[8]. Dioueliet e voe d’ar 10 a viz Gwengolo 1921[9].
- Iliz katolik Sant Pêr.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Robert Harinkin, beleg katolik, person ar barrez, yezhadurour.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
d'Avaugour,
aotrounez Kergorle |
En argant gab en gul |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) Motrev war Geobreizh
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 106-109
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 152-154
- ↑ Monumant ar re varv e bourc'h Motrev
- ↑ Monumant ar re varv e bourc'h Karaez
- ↑ Pertes USAAF Finistère
- ↑ Genweb
- ↑ Université de Lille