Lokeored
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Lokeored | ||
---|---|---|
An iliz katolik. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Loqueffret | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Arondisamant Kastellin | |
Kanton | Pleiben (betek 2015) Karaez (abaoe 2015) | |
Kod kumun | 29141 | |
Kod post | 29530 | |
Maer Amzer gefridi | Marcel Salaun 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Menez Are Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz-Breizh | |
Lec'hienn web | Kumuniezh | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 354 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 13 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 87 m — brasañ 297 m | |
Gorread | 27,40 km² | |
kemmañ ![]() |
Lokeored a zo ur gumun eus Bro-Gerne, e kanton Karaez, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh. Er vroig Bidar emañ.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz: un digoll a 1 400 lur a voe paeet gant ar barrez d'an aotrou Le Moyne de Trevigny goude tagadenn e gastell e Sant-Hern d'an 11 a viz Gouere 1675 e-pad an emsavadeg[2].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person Floutier e anv[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eil brezel-bed: d'ar 26 a viz Gwengolo 1942 e kouezhas ur c'harr-nij Spitfire IX (marilhet BR638) eus aerlu ar Stadoù-Unanet e Lokeored; e sturier a voe tapet gant an Alamaned[4].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz Santez Jenovefa Lokeored
- Chapel ar Groaz, eus ar XVIvet kantved, a voe c'hwezhet an tan enni gant yaouankizoù enebet ouzh ar sevenadur kristen, a lavare bezañ a-du gant Satanaz, e miz Mezheven 2007.
- Maner ar Ruskeg, e Sant-Herbod.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kumun Lokeored (gant Brenniliz enni betek niveradeg 1881)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Evezh! Kumun Brenniliz a voe krouet e 1884 diwar ul lodenn eus tiriad Lokeored.

Kumun Lokeored (gant Brenniliz enni betek niveradeg 1881), an div gumun a-gevret betek 2006[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poblañs Brenniliz e ruz adalek niveradeg 1886
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1790 : Yann-Loeiz Keramanac'h, troour brezhonek.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meneget eo Lokeored er ganaouenn Son ar pilhaouer.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 106-109
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 44
- ↑ Pertes USAAF Finistère