Mont d’an endalc’had

Boris Porchnev

Eus Wikipedia
Bez Boris Porchniev

Boris Fyodorovitch Porchnev (rusianeg : Бори́с Фёдорович По́ршнев), ganet d'ar 7 a viz Meurzh 1905 e Sankt-Peterbourg ha marvet d'ar 26 a viz Du 1972 e Moskov, a oa un istorour soviedat anavezet evit e labourioù war an emsavadegoù pobl dindan renad ar roueed e Rouantelezh Frañs, en o zouez Emsavadeg ar Bonedoù ruz c'hoarvezet e Breizh. Doktor e oa ivez war ar skiantoù sokial ha labouret en deus war ar psikologiezh, ar ragistor hag an neuroyezhoniezh e-skeud orin mab-den. E 1925 e tapas e vachelouriezh e rann ar skiantoù sokial e skol-veur Moskov. Goude bezañ echuet e studioù war-lerc'h (hep kinnig un dezenn), e labouras e meur a ensavadur, en o zouez ensavadurioù deskadurezh uhel Rostov-an-Don hag al Levraoueg anvet diwar anv V.I. Lenin e Moskov. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1930, goude bezañ bet gourc'hemennet da ginnig evezhiadennoù diwar-benn Eñvorennoù Kardinal Retz, treiñ a reas an istorour yaouank war-du studi Frañs ar Grennamzer.

  • Les soulèvements populaires en France de 1623 à 1648, S.E.V.P.E.N., Pariz, 1963 ; adembannet gant an titl Les soulèvements populaires en France au XVIIe siècle, Flammarion, Pariz, 1972.
  • Les buts et les revendications des paysans lors de la révolte bretonne de 1675, e-barzh Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (collection 10/18), Pariz, 1975.