Que la fête commence

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Que la fête commence (Ra grogo ar gouel e brezhoneg) zo ur film istorel gall, sevenet gant Bertrand Tavernier (diwar ur senario savet gantañ ha Jean Aurenche), hag a oa deuet er-maez d'an 23 a viz Meurzh 1975.

Troet e oa bet ar film etre ar 16 a viz Gwengolo hag an 9 a viz Du 1974, ul lodenn vras anezhañ bet enrollet e Breizh, er Mor-bihan, war Menez-Mikael-an-Are hag e Kastell Tonkedeg (Aodoù-an-Arvor) peurgetket.

Kant pevarzek munutenn e pad ar film, a c'hoarvez en XVIIIvet kantved, da vare ar Rejañs, pa voe savet an irienn brudet-mat gant Chrysogone-Clément de Guer, anavezet ivez evel markiz Pontkaleg. Ul lodenn eus sonerezh ar film a oa bet dibabet e-touez an oberennoù bet aozet gant ar rejant Fulup II Orleañs e-unan. En dibenn e klever Gilles Servat o kanañ gwerz Maro Pontkaleg.

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kentañ palefarzh an XVIIIvet kantved emeur hag emañ ar roue Loeiz XIV (1638 - 1715) o paouez mont da Anaon. Fiziet eo rejañs ar rouantelezh en e niz, an dug Fulup II Orleañs (1674 - 1723), da c'hortoz ma vo tizhet e oad-gour gant Loeiz XV (1710 - 1774). Padal, an dug zo ur pitaouer e-touez ar re washañ ha diskouez a ra bezañ levezonet-bras gant alioù fall an aotrou beleg Guillaume Dubois (1656 - 1723). E-keit-se, e Breizh, e klask markiz Pontkaleg ober d'an noblañs kemer an armoù evit ma vo diskaret rejant ar Rouantelezh.

Roll ar gomedianed pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemer a reas perzh Marielle, Noiret ha Rochefort en ur film a-gevret adarre, Les Grands Ducs gant Patrice Leconte, daou vloaz warn-ugent diwezhatoc'h, e 1996.

Goproù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deroet e oa bet Priz Méliès d'ar film e 1975.

Un nebeud goproù a voe tapet gant Que la fête commence da-geñver lid ar Césars e 1976 :

  • gwellañ aktour o c'hoari un eilroll, bet deroet da Jean Rochefort,
  • gwellañ senario, bet deroet da vBertrand Tavernier ha Jean Aurenche,
  • gwellañ filmaozour, bet deroet da vBertrand Tavernier,
  • gwellañ kinkladur, bet deroet da bPierre Guffroy.