Mont d’an endalc’had

Me zo ganet e-kreiz ar mor

Eus Wikipedia

Me zo ganet e kreiz ar mor zo gwerzenn gentañ ur varzhoneg skivet gant Yann-Bêr Kalloc'h (Bleimor), bet ganet e 1888 ha marvet abalamour d'ur strinkad obuz e 1917 war talbenn ar Brezel Bed Kentañ.

Eil rann ar varzhoneg Pédenn én Téoélded eo Me zo ganet e kreiz ar mor, unnek poz enni. E gwenedeg eo bet savet, evel holl oberennoù ar barzh.

Un ton evit he c'hanañ zo bet savet e 1942 gant Jef ar Penven, ar pezh en deus degaset brud d'ar varzhoneg ha d'ar sonaozer war un dro. Diwar neuze eo bet kanet gant kalz arzourien.

Ar varzhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unnek poz zo e Me zo ganet e kreiz ar mor, a c'heller lenn en dastumad Ar en deulin[1]. Setu amañ an tri foz kentañ evel m'o lenner en dastumad, evel ma voent moullet war ar follenn sonerezh orin e 1942 hag evel ma vijent bet skrivet e KLT.

Ar en deulin Jef ar Pelven KLT

Me zo ganet é kreiz er mor
Tèr lèu ér mez ;
Un tiig gwenn duhont em-es,
Er benal 'gresk étal en nor
Hag el lann e hol en anvez.
Me zo ganet é kreiz er mor,
E bro Arvor

Me zo gañnet é kreiz er mor
Tèr lèu ér mez ;
Un tiig guen du-hont em ès,
Er benal 'gresk é-tal en nor
Hag el lann e hol en anvez,
Me zo gañnet é kreiz er mor
E bro Arvor

Me zo ganet e-kreiz ar mor
Teir lev er-maez ;
Un tiig gwenn du-hont am eus,
Ar balan 'gresk e-tal an nor
Hag al lann a c'holo an anvez,
Me zo ganet e-kreiz ar mor
E bro Arvor

Me zad e oé, èl é dadeu,
Ur martelod ;
Béùet en-dès kuh ha diglod
Er peur ne gan dén é glodeu
Bamdé-bamnoz ar er mor blod.
Me zad e oé, èl é dadeu,
Stleijour-rouédeu.

Me zad e oé, èl é dadeu
Ur Martolod ;
Béúet hen dès kuh ha diglot
Er peur ne gañn dén é glodeu
Bamdé-bamnoz ar er mor blot
Me zad e oé, èl é dadeu,
Stleijour rouédeu.

Va zad a oa, evel e dadoù
Ur martolod ;
Bevet en deus kuzh ha diglod
Ar paour ne gan den e glodou
Bemdez-bemnoz war ar mor blot
Va zad a oa, evel e dadoù,
Stlejer rouedoù.

Me mamm eùé e laboura
Ha gwenn hé bleù
Geti, er hwéz ar on taleu,
Disket em-es bihannig tra,
Médein ha tennein avaleu.
Me mamm eùé e laboura
D'hounid bara...

Me mamm eùé e laboura
Ha guen hé bleù
Geti, en huéz ar on taleu,
Disket em ès, bihannik tra,
Médein ha teñnein avaleu,
Me mamm eùé e laboura
D'hounid bara.

Ma mamm ivez a laboure
Ha gwenn he blev
Ganti ar c'hwez war hon taloù,
Desket em eus, bihanik tra,
Mediñ ha tennañ avaloù.
Ma mamm ivez a labour
D'hounit bara.

Displegañ a ra ar barzh pelec'h e oa ganet, en enez Groe. Martolod eo e dad evel e dadoù a-raok dezhañ. Ar mab hag e vamm a labour er parkoù da c'hounit o zamm bara. Embann a ra da zantez Varia emañ o eurvad en un arc'h, aet da gousket "er vered parrez". Aner eo e zaeroù avat. Ret eo "bout kreñv e'vit arc'hoazh". Goude ar c'hloerdi hag an arme e kerzho war-zu Doue en ur soñjal e petra a c'hallo lavarout dezhañ o c'hortoz war e zaoulin bezañ barnet gantañ.

Enrollet e oa meur a wech gant an ti-embann Mouez Breiz war pladennoù 45 tro. Kanet e oa neuze da gentañ e 1959 gant Mona Kerys[2], er bloavezhioù 1960 gant Eliane Pronost ha laz-kanañ Kanerien Bro-Ouelou Ploueg-ar-Mor[3] , ha goude c'hoazh gant Rozenn Bellec ha Soazig Noblet[4].
Muioc'h a vrud c'hoazh a roas Alan Stivell dezhañ gant e albom kentañ Reflets er bloavezhioù 1970. Hag er bloavezhioù 1990 e oa kanet gant Gilles Servat ha Yann-Fañch Kemener evit Héritage des Celtes, ha goude gant Kemener hag ar pianoour Didier Squiban. Er bloavezhioù 1990 e oa ganet gant Anne Davodeau eus laz-kanañ Mouez Bro-Landi. E 1997 e oa enrollet gant ar strollad rock keltiek L'Ange Vert en e albom Les Armes de Bretagne.

Levrlennadur ha pennadoù-skrid

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar en deùlin gant Yann-Bêr Kalloc'h, Pariz, 1921.
  • Me zo ganet e kreiz ar mor : Chanson pour une voix et piano, 2 bajenn, Sony music publishing, 1994
  • Ar en deulin Embannadurioù Kendalc'h, 1996 (ISBN 978-2-906977-02-0)
  • Alan Stivell gant Laurent Bourdelas, Embannadurioù An Telegramm, 2012.
  • Me zo ganet e kreiz ar mor. Quand une mise en musique devient un tube, pennad-skrid gant Anne-Marie Dumerchat-Schouten e-barzh niverenn 242 Musique bretonne, miz Genver 2015, pajennoù 34-39. Lenn ar pennad war lec'hienn Dastum.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Embannadurioù Kendalc'h, 1996 (ISBN 978-2-906977-02-0)
  2. selaou Mona Kerys war lec'hienn Gallica
  3. selaou Eliane Pronost ha Laz-kanañ Kanerien Bro-Ouelou Ploueg-ar-Mor war lec'hienn Dastum
  4. selaou Rozenn Bellec ha Soazig Noblet war lec'hienn Dastum