Mona Kerys
Mona Kerys eo anv kanerez Simone Le Pesquer (Angers 1908 - Pariz 1984), ur ganerez eus Bro-Gwened, hag a zo meur a bladenn war he anv.
Ganet e oa Simone ar Pesker en Angers, en ur familh eus Bro-Gwened. Tremen a reas he bugaleaj e Baod, a-raok ober he studi e Skol sonerezh Roazhon, ha mont da Bariz da vevañ gant he gwaz Paul Tessier, un arzour, luc'hskeudennour, kizellour ha livour.
Goude an Eil Brezel-bed, er bloavezhioù 1950 ha 1960, e teuas er-maez meur a bladenn ganti, gant kanaouennoù brezhonek ha gallek. Reiñ a reas kentelioù kan ivez e Kêr-Vreizh, ti Bretoned Pariz.
War he fladennoù e kaver kanaouennoù anavezet evel Bro gozh ma zadoù, Kousk Breizh-Izel, Dalc'h soñj, Me zo ganet e-kreiz ar mor, koulz ha kanaouennoù gallek Théodore Botrel evel La Paimpolaise pe Fleur de blé noir.