Mont d’an endalc’had

Olier Souetr

Eus Wikipedia
Olier Souetr
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBro-C'hall Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denOlivier Souêtre Kemmañ
Anv-bihanOlivier, Olier Kemmañ
Anv-familhSouêtre Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Kzu 1831 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPlourin-Montroulez Kemmañ
Deiziad ar marv30 Kzu 1896 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg Kemmañ
Micherbarzh, communard, chansonnier Kemmañ
ImplijerComptoir national d'escompte de Paris Kemmañ
Skour lufuzuilherien-vor Kemmañ

Olivier-Michel Souvestre, pe Olier Souetr, ganet e Plourin-Montroulez d'an 28 a viz Kerzu 1831, ha marvet e Pariz d'an 30 a viz Kerzu 1896, zo ur skrivagner brezhonek ha gallek.

Mab e oa da Maurice Souêtre (1796-1854), a oa bet miliner er Moulin de la Pierre, ha d'e bried, Catherine Razer. Pa oa yaouank e plije dezhañ lenn Ar pevar mab Aymon. Kaset e voe da gloerdi bras Kemper. Eno e lennas, dre laer, oberennoù Félicité de Lamennais, ha saouzanet e voe o c'houzout e oa bet kondaonet gant an Iliz. Bloaz goude e reas anaoudegezh gant ur plac'h yaouank a Lokireg, peadra da gas e feiz da get, ha da nac'h mont da veleg. Distreiñ a reas da di e vamm, deuet da vout intañvez, hag eno eo e savas Gwerz ar Roue Gralon ha Ker Is[1], dediet d'e vamm-gozh, war-dro 1850. E oberenn vrezhonek nemeti e vije.

En 1862, ec'h embannas ar romant gallek Mikael Cloarek breton, ma kaver ar werz a-hed 15 pajenn, ha ne reas ket berzh.

Mont a reas a-du gant Kumun Pariz e 1871, ha kemeret en dije perzh en emgannoù a-enep soudarded Republik Versailhez ha gloazet e voe. Goude-se e voe micherour en ur voulerezh. Skrivañ a reas kanaouennoù gallek evit an dispac'herien hag an anarkourien ha berzh a rejont, dreist-holl La Marianne a voe troet e meur a yezh.

Mervel a reas Olier Souetr e Pariz d'an 30 a viz Kerzu 1896.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ar werz hag ur pennad gallek db an oberour : [[1]]