Kumun Pariz
Rann eus | Q109018877 |
---|---|
Deiziad krouiñ | 18 Meu 1871 |
Anv er yezh a orin | Commune de Paris |
Yezh ofisiel | galleg |
Stad | Frañs |
Kêr-benn | Pariz |
Located in the present-day administrative territorial entity | Frañs |
Lec'h | Pariz |
Daveennoù douaroniel | 48°51′25″N 2°21′5″E |
Renad politikel | parliamentary republic |
Moneiz | French franc |
Deiziad | 28 Mae 1814 |
Deiziad kregiñ | 18 Meu 1871 |
Deiziad echuiñ | 28 Mae 1871 |
Deiziad divodañ | 28 Mae 1871 |
Hashtag | CommuneDeParis, Commune1871 |
Banniel (deskrivadur) | red flag |
Kumun Pariz a zo ur gumun ganet diwar un emsavadeg poblek e Pariz ganet diwar brezel 1870-1871 etre Bro-C'hall ha Prusia. Padout a reas ar gumun eus an 18 a viz Meurzh 1871 d'an 28 a viz Mae 1871, pa nac'has annezidi 'zo eus Pariz anavezout ar Vodadeg Vroadel dilennet diwar mouezhioù ar sitoaianed c'hall a veve e lec'hioù nann-aloubet gant Prusia.
Enebet e oa perzhidi ar gumun ouzh aloubadeg Bro-C'hall gant ar Brusianed eus un tu, hag ouzh gouarnamant mirour Adolphe Thiers dilec'hiet e Versailhez eus an tu all. An emsavoù micherourien o deus bet ul levezon vras Gumun Pariz, a oa ar banniel ruz hec'h arouez. Hervez an istimadurioù e varvas etre 5.000 ha 15.000 perzhiad eus ar gumun da vare ar Sizhunvezh Wadek (21-28 a viz Mae 1871) pa voent lazhet en emgannoù a-enep d'an arme pe fuzuilhet ganti.
Kronologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus ar brezel d'ar Gumun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 19 a viz Gouere : Bro-C’hall a zisklêr ar brezel da Brusia.
- 2 a viz Gwengolo : trec’het eo Napoleon III e Sedan.
- 4 a viz Gwengolo: disklêriadur an Trede Republik e Lyon hag e Pariz.
- 27 a viz Here : Bazaine, e-penn an arme republikan, a godian e Metz.
- 28/30 a viz Here : klask a ra an arme terriñ gronn ar Brusianed, o vont d’ar Bourget. Ur c’hwitadenn eo.
- 31 a viz Here : emsavadeg e Pariz. Flourens ha tud Belleville a dap an Ti-Kêr, diouzh an noz eo tapet gant an arme en-dro.
- 3 a viz Du : votadeg evit ur gouarnamant a Zifenn Broadel.
- 5/7 a viz Du : dilennadegoù ar maered er c’harterioù.
- 3 a viz Kerzu : c’hwitet eo un taol eus an arme evit terriñ kelc’hiadur ar Brusianed.
- 21/22 a viz Kerzu : c’hwitet eo adare un taol eus an arme evit terriñ kelc’hiadur ar Brusianed er Bourget.
- 19 a viz Genver : c’hwitet eo un arsailh all evit klask terriñ ar c’helc’hiadur.
- 22 a viz Genver : manifestadeg vras a enep ar galloud dirak an Ti-Kêr.
- 28 a viz Genver : sinet eo an arsav-brezel etre Prus ha Frañs.
- 8 a viz C’hwevrer : dilennet eo ur Vodadeg Vroadel.
- 15 a viz C’hwevrer : en em gevrediñ a ra ar Gward Broadel.
- 17 a viz C’hwevrer : Adolphe Thiers lakaet e-penn ar galloud seveniñ.
- 26 a viz C’hwevrer : sinet eo ar peoc’h e Versailhez, mouezhiet eo gant ar Vodadeg Vroadel d’ar 1añ a viz Meurzh.
- 1/3 a viz Meurzh : ar brusianed en em stal war ar Champs-Elysées e-pad tri devezh.
- 10 a viz Meurzh : dilojañ a ra ar Vodadeg Vroadel da Versailhez.
Eus ar Gumun d’an Trede Republik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 14 a viz Meurzh : Freuzadur ar Gward Broadel. Lezenn Dufaure a harz diouzh an dud da vont en Etrebroadel.
- 14 a viz Meurzh : an harluidi kentañ a zo kaset d’ar galeoù da Galedonia-Nevez.
- 14 a viz C’hwevrer : mennad Wallon, votet gant ur vouezh diforc’h etre ar muiañ-niver hag ar bihan-niver.
- Miz C’hwevrer / miz Meurzh: an trec’h az a gant ar republikaned en dilennadegoù.
- 3 a viz Meurzh : distaoladeg lodeg.
- 23 a viz Mae : kentañ lid-koun dirak moger ar re gevredet e bered Père Lachaise.
- 11 a viz Gouere : distaoladeg hollek.