Elisabeth Dmitrieff
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh Rusia |
Anv e yezh-vamm an den | Елизавета Лукинична Томановская |
Anv-bihan | Elisabeth, Елизавета |
Anv-familh | Дмитриева, Kushelev |
Deiziad ganedigezh | 1 Du 1851 |
Lec'h ganedigezh | Toropetsky District |
Deiziad ar marv | 1910s, 1919 |
Lec'h ar marv | Moskov |
Tad | Luka Kushelev |
Mamm | Nataliya-Karolina Kusheleva |
Breur pe c'hoar | Vladimir Kushelev |
Pried | Q105994751, Ivan Davidovski |
Familh | House of Kushelev |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | communard, women's rights activist |
Lec'h annez | Pariz |
Ezel eus | International Workingmen's Association, Union des femmes pour la défense de Paris et les soins aux blessés |
Follower of | Karl Marx, Nikolay Chernyshevsky |
Elisabeth Dmitrieff (1851-1910) a oa unan eus emsaverezed ar Gumun. Genel a reas e rannvro Pskov e Bro-Rusia e 1851. Laeradenn un ofiser galloudus, resevout a reas un deskadurezh a-feson e Sant-Petersbourg e-lec’h ma kejas gant sokialourien. Dimeziñ a reas gant ar c’horonel Tomanovski evit gellout mont d’an estrenvro. Mont a reas da Vro-Suis e-lec’h ma krouas kevrenn rusian an Etrebroadel. Kejañ a reas gant Marx e Londrez ha dont da vezañ tost dezhañ. Kaset e voe war e urzh da Bariz e miz Meurzh 1871 evel kannadez Kuzul-meur an Etrebroadel. Oberiant-tre e voe e-pad ar Gumun, o vezañ unan eus pennoù-bras Unvaniezh ar Maouezed evit Difenn Pariz ha sikour an dud gloazet. Stourm a reas evit ingalded ar reizhoù, ingalded ar goproù ha c’hoant he doa krouiñ un Etrebroadel evit ar merc’hed a-benn tizhout ar palioù-se. Stourm a reas e-pad ar Sizhunvezh Gwadek evel n’eus forzh peseurt gwaz. Distreiñ a reas da Rusia o tremen dre Suis. Eno e timezas ur gwaz kondaonet d’an harlu e Siberia. Heuliañ a reas anezhañ. Du-se e teskas e oa bet kondaonet dre zesfailh e Bro-C’hall d’ar 26 a viz Here 1872 d’an harlu. Mervel a reas e-kichen he gwaz e Siberia e 1910.