Kaledonia-Nevez

Eus Wikipedia
Nouvelle-Calédonie
Kaledonia-Nevez
Arouezioù broadel
Banniel kanak

(Bannieloù ofisiel Kaledonia-Nevez) (Ardamezioù)

Pelec'h emañ Kaledonia-Nevez.
Yezh ofisiel Galleg (ofisiel), meur a yezh kanakek
Kêr-benn Nouméa
Statud politikel Stroll Sui Generis gall
Prezidant ar Republik C'hall Emmanuel Macron
Komiser uhel ar republik Vincent Bouvier
Prezidant ar gouarnamant Cynthia Ligeard
Gorread 18 575 km²
Poblañs
- Hollad (2009 ist.)
- Tudegezh

249 000
13 / km²
Moneiz Lur Habask

Kaledonia-Nevez pe Kanaky a zo un enezeg eus Okeania, lec'hiet er c'hornaoueg d'ar Meurvor Habask. Graet e vez "Kanaky" eus ar vro gant an emsaverien. An tiriad gallek nemetañ eus Melanezia a-bezh[1].

Dalc'het eo ar vro gant ar Frañs met a-raok 2018 e vo dalc'het ur votadeg evit gouzout ha dizalc'h e vo pe ne vo ket. Mar bez dibabet an dizalc'hiezh e vo Kaledonia-Nevez ur riez. A-hend-all e vo ur tiriad kevredet ouzh ar Frañs: ur statud bro tramor evel Polinezia.

Rannadur melestradurel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo an tiriad e tri froviñs:

Istor Kaledonia-Nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant James Cook, ur Skosad beajer, eo e oa bet dizoloet an enez-se e 1774. Koulskoude, ar bobl gentañ eus ar vro-se eo ar Velanezianed abaoe 3 000 bloaz. An ergerzher-se en deus anvet "New Caledonia" e saozneg, evit degas soñj eus e vro, a veze anvet Kaledonia gwechall.

Arouezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe miz Gouhere 2010 ez eus daou vanniel ofisiel: hini Republik Frañs ha hini Kanaky-Kaledonia-Nevez, hemañ bet roet lañs dezhañ gant an FLNKS. Gwintet e vezont kichen-ha-kichen.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Galleger eo Vanuatu ivez, met galleger ha saozneger war un dro.