Jarosław Dąbrowski
Un dispac'hour polonat oa Jarosław Żądło-Dąbrowski (Jaroslav Dombrowski e galleg), aet eo da Anaon e-pad darvoudoù Kumun Pariz d'an 23 a viz Mae 1871.
Ganet e voe e Jitomir e Bro-Bolonia (Impalaeriezh Rusian) d'an 13 a viz Du 1836. Mab ur familh paour eus an noblañs e oa hag ober a reas e studioù e Brest-Litovsk hag e Sankt Peterbourg. Mont a reas e Lu ar C’haokaz betek 1859. Pa zistroas en em lakaas en Akademiezh al lu. Kaset e voe da Varsovia da vougañ an emsavadeg. Emglev a reas gant ar re-se betek mont er C’hengor Broadel Kreiz. Harzet e voe e 1862 ha kondaonet d’ar marv. E 1864 e voe cheñchet e gastiz e harlu. E Bro-C’hall ec'h erruas e 1865 ha gounit a rae e dammig kreun dre dresañ. E 1866, e-pad ar brezel etre Italia hag Aostria, e kejas gant republikaned evel Delescluze, Varlin ha Auguste. E-pad ar Sez e voe harzet div wech abalmour m'en doa kavet abeg en difenn, kement-se war ul levr-stroll.
Pa grogas ar Gumun e voe lakaet da gomandant an XIIvet lejion. Adalek an 9 a viz Ebrel e voe lakaet e-penn difenn an dachenn ar muiañ taget: Neuilly. Rossel a roas dezhañ renadur holl soudarded ar ribl dehoù. C’hoant en doa d'implij ar c'hanolierezh met ne voe ket selaouet. D’an 23 a viz Mae e voe gloazet-bras war bardell straed Myrrhe. Mervel a reas div eurvezh diwezhatoc’h. E gorf a voe kaset d’ar Père-Lachaise evit bezañ enoret. Ur chapel-biledoù a voe aozet hag ar bobl a rae al lost evit pokat da dal gwellañ jeneral ar Gumun. War a seblant e vije bet douaret korf Dombrowski e bered Ivry, hogen den ne oar pelec’h emañ e gorf.