Bered Père-Lachaise
Neuz
Bered Père-Lachaise
Rann eus | European Cemeteries Route, Association of Significant Cemeteries in Europe ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 21 Mae 1804 ![]() |
Anv ofisiel | Cimetière de l'Est, Cimetière du Père-Lachaise ![]() |
Anv er yezh a orin | cimetière du Père-Lachaise ![]() |
Anvet diwar | François de La Chaise ![]() |
Stad | Bro-C'hall ![]() |
E tiriad | 20vet arondisamant eus Pariz ![]() |
Hent | Boulevard de Ménilmontant ![]() |
Lec'h | Quartier du Père-Lachaise ![]() |
Daveennoù douaroniel | 48°51′40″N 2°23′39″E ![]() |
Perc'hennet gant | municipality of Paris ![]() |
Oberataer | municipality of Paris ![]() |
Tisavour | Alexandre-Théodore Brongniart ![]() |
Deiziad digoradur ofisiel | 1804 ![]() |
Chomlec'h | 16, rue du Repos 75020 Paris ![]() |
Kod-post | 75020 ![]() |
Niverenn bellgomz | +33-1-55-25-82-10 ![]() |
Postel | mailto:cimetiere.perelachaise@paris.fr ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.paris.fr/dossiers/bienvenue-au-cimetiere-du-pere-lachaise-47 ![]() |
Taxon found at location | Kaouenn penn-tev, Kaerell-vras ![]() |
Time of earliest written record | 1804 ![]() |


Bered Père-Lachaise, anvet ivez bered ar reter gant ar velestradurezh, eo ar brasañ bered e Pariz hag unan eus ar re vrudetañ er bed. Lec'hiet eo en 20vet arondisamant eus ar gêr, niverus eo an dud brudet beziet eno. Bep bloaz e vez ouzhpenn 3,5 milion a dud o weladenniñ al lec'h, pezh a lak anezhañ da vezañ ar bered gweladennet ar muiañ er bed.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus torgennoù Pariz, anvet Champ-l'Évêque dre ma oa perc'hennet gant Eskob Pariz er Grennamzer, a oa bet kemmet e anv en XIIvet kantved evit hini Mont-aux-Vignes, abalamour d'ar pezh a veze gounezet eno en amzer-se.
Digoret e oa bet d'an 21 a viz Mae 1804 pa voe beziet ur plac'hig 5 bloaz, Adélaïde Paillard de Villeneuve, merc'h un douger kleier eus ar faubourg Saint-Antoine.
