Mont d’an endalc’had

Arthur Arnould

Eus Wikipedia

Arthur Arnould ganet e 1833 e Dieuze, e departamant ar Moselle, e Reter Bro-C’hall, ha marvet e 1895, a voe ezel eus Kumun Pariz.

Mab e oa d’ur c’helenner frankizour. Kregiñ a reas da labourat er velestradurezh, met treiñ a reas buan war du ar c’hazetennerezh. Kejañ a reas gant Jules Vallès pa oant studierien, ha mignon bras dezhañ e oa. Stourmet o deus asambles a enep Taol-Stad Napoleon III e 1851. Kastizet e voe meur a wech evit e bennadoù a-enep d’an Impalaeriezh. Goude ma voe diskleriet ar Republik e 1870 e voe anvet da islevraoueger Kêr Bariz hag ismaer ar IVre karter. D’ar 26 a viz Meurzh 1871 e voe anvet ezel eus ar Gomun gant ar IVre hag ar VIIvet karter. Kemer a reas perzh e meur a Bodad Oberiant : aferioù diavaez, labour hag eskemm, ha deskadurezh. Skrivañ a reas gant Vermorel er « Journal Officiel » . Votañ a reas a-enep ar C’homite « de Salut Public», sinañ a reas ivez Manifesto ar vinorelezh. Goude ar sizhunvezh gwadek ez eas da repuiñ da Vro-Suis, eno e kejas ouzh Bakounin hag e vo mignon bras dezhañ. Kenderc’hel a reas evel just da genskrivañ gant e mignon Vallès. E 1878 e embannas e Brusel Histoire populaire et parlementaire de la Commune de Paris, hag a zo resis kenañ war ideologiezh ar Gumun. Goude an distaoladeg e tistroas da Bariz, hag eno e skrivas romantoù dindan anv pluenn A. Matthey.