Mont d’an endalc’had

Jules Vallès

Eus Wikipedia
Jules Vallès
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanJules Kemmañ
Anv-familhValles Kemmañ
LesanvLa Chaussad, Jean La Rue, Jules Vallès Kemmañ
AnvJules Vallès Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 Mez 1832 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLo Puèi de Velai Kemmañ
Deiziad ar marv14 C'hwe 1885 Kemmañ
Lec'h ar marv5vet arondisamant Pariz Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvDiabet Kemmañ
Lec'h douaridigezhBered Père-Lachaise, Grave of Vallès Kemmañ
TadJean-Louis Vallez Kemmañ
MammJulie Pascal Kemmañ
Breur pe c'hoarMarie-Louise-Julie Vallez Kemmañ
Kompagnun(ez)Séverine Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Penaltykastiz ar marv Kemmañ
Tachenn labourKomz-plaen, kazetennerezh Kemmañ
Bet war ar studi eLycée Condorcet, lycée Georges-Clemenceau Kemmañ
Kleñvedpolyuric-polydipsic syndrome Kemmañ
Oberenn heverkThe Child, The Bachelier, The insurrectionist Kemmañ
Luskadliterary realism Kemmañ
Ezel eusInternational Workingmen's Association, Commune Council, Frañmasonerezh Kemmañ
Ideologiezh politikelFédération Nationale de la Libre Pensée Kemmañ
Prizioù resevetQ130762055 Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

Ganet e oa Jules Vallès d’an 11 a viz Even 1832 e Le Puy-en-Velay e kreisteiz Alvern.

E dad, Jean-Louis Vallez a oa mestr-studi e Skolaj Roueel Le Puy, hag e vamm, Julie Pascal a oa merc’h peizanted paour. Seizh bugel o deus bet, hogen pemp anezho a varvas en o c’hentañ bloavezh. Jules Vallès a oa trede bugel ar familh. Ur c’hoar en deus bet da c’houde, Marie-Louise, bet ganet e 1835 ha troet da sod e 1853. Eus 1837 da 1839 e vev ar familh Vallez en dienez. O chom emañ en ul lojeiz lous-teil. E 1839 ez a Jules da skolaj ar Puy; eno e c'houzañv dre ma oa mab d'ar mestr-studi. E-kerzh ar bloavezhioù diaes-se n'en doa ken plijadur nemet o vont war ar maez e tiez e eontred, labourerien-douar e Farreyrolles, Chaudeyrolles ha Vourzac. E 1840 e voe anvet e dad da gelenner e Skolaj Roueel Saint-Etienne : dilojañ a ra ar familh. Jules en deus barregezhioù er skol, en danvezioù klasel, hogen ret eo dezhañ gouzañv feulster e dud hag e gelennerien. E 1846 ez eo anvet Jean-Louis Vallez da gelenner e Naoned ha dilojañ a ra ar familh adarre. E 1848 ez eo entanet spered Julig gant an Emsav. Lakaat a ra e gamaladed yaouank da vouezhiañ mennadoù dispac’hel a-enep an Urzh hag ar Vachelouriezh. Kaset eo Vallès da Bariz d’an hevelep mare. Eno e heul kentelioù al lise Bonaparte. Studiañ a ra fall, hogen en em dommañ muioc’h-choazh ouzh ar politikerezh. E 1849 e tistro da Naoned ha c’hwitout a ra e vachelouriezh, c’hwitout a ra adarre ur bloaz diwezhatoc’h ; n’eo nemet e 1852 e tapo e Vachelouriezh.

E 1851 eo tenn-tre an aergelc’h etre e dud. Distreiñ a ra Vallès da Bariz. Daremprediñ a ra al levraouegoù e-leizh hag heuliañ a ra kentelioù Michelet, istorour meur troet war-du an Dispac'h Gall. Mignon-tre e teu da vezañ gant Ranc, Arnoult, Castagnary ha Chassin. E miz Meurzh e aoz ur vanifestadeg a-enep serridigezh kentelioù Michelet.

Pa ra Napoleon III e daol-stad, d’an 2 a viz Kerzu, ez eas Vallès hag e vignoned d’en em gannañ war ar bardelloù. Galvet eo en-dro d’an Naoned gant e dad ha bac’het e vez gantañ e ti ar re sod a-benn chom hep kaout kudennoù. Dieubet eo gant mignoned e miz Meurzh 1852, 4 miz e chomas eno. E 1853 e kemer perzh Vallès hag e vignoned e gwall-daol an Opéra-Comique, a-enep an Impalaer. Toullbac’het eo e Mazas e-pad ur miz. Emañ Vallès o studiañ war ar Gwir, hogen n’ez ae ket alies d’ar c’hentelioù ha c’hwitout a ra e arnodennoù. Kregiñ a ra neuze evitañ ur vuhez kantreer ha straner reuzeudik. Resevout a ra nebeut-tre a arc’hant eus perzh e dad. Bevañ a ra en ur gambrig. Gounnez a ra un tammig arc’hant o skrivañ e kazetennoù hag o klask skouerioù evit geriadurioù. Naon-du a voe gantañ d’ar mare-se. Rannañ a reas e gambr gant e vignon bras Poupart-Davyl, hogen jeu a teui etrezo betek mont d’en em gannañ d’ar bistolenn e 1856 : gloazet-bras e voe Poupart-Davyl gant Vallès.

Mervel a ra e dad e miz Ebrel 1857. Daoust d’an disemglev a oa etrezo, e voe fromet-tre Vallès gant e varv.

Kazetennerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1857 e embannas Jules Vallès L’Argent, hep e sinañ. Al levr-se a dag ar sistem kevalaour. Embann a reas ivez un nebeut pennadoù er gazetenn Le Présent.
Adalek 1858 e kemeras perzh Vallès e La Chronique parisienne, kazetennn Rochefort hag er Figaro : sed aze penn-kentañ e labour kazetenner. Eus 1860 betek 1862 e labouro Vallès e ti-kêr Vaugirard, ha kenderc’hel a reas da embann pennadoù e Le Temps, Le Figaro ha Le Boulevard.

Er bloavezh-skol 1862-1863 ez eas Vallès da labourat evel kasour en ur skolaj e Caen. Kuitaet en doa Pariz kement a zleoù en doa. Distreiñ a reas da Bariz ur bloaz da c’houde hag adkregiñ gant e labour e ti-kêr Vaugirard. Kenderc’hel a ra ivez da skrivañ pennadoù ha danevelloù e meur a gazetenn. Ur brezegenn a reas diwar-benn Balzac hag a reas kalz berzh, met tennet e voe e labour en ti-kêr digantañ en abeg d’e brezegenn. Embann a reas Vallès ul levr all : Les Réfractaires hag a reas berzh. E 1867 e teu Vallès da vezañ pennskrivagner ar gazetenn La Rue. E 1868 e skriv ur pennad anvet « Cochons vendus ». Kastizet e vo perc’henn ar gazetenn ha difennet eo embann anezhi. Un nebeut pennadoù e Le Globe a gaso anezhañ dirak ar barner : disoc’h, ur miz toull-bac’h e Sainte-Pélagie.

E-pad an amzer-se e skriv Journal de Sainte-Pélagie. Goude e dieubidigezh e sav ar gazetenn Le Peuple hag a bado ur miz hepken, Le Réfractaire ne bado nemet teir niverenn. Goude-se e skriv Vallès e Le Corsaire, kazetenn Richardet. Kas a ra Le testament d’un blagueur, – stumm kentañ buhez Jacques Vingtras hag a zeuio da vezañ L’enfant da c’houde – da gazetenn André Gill.

Jules Vallès (luc'hskeudenn gant stal-labour Nadar).

E miz Mae 1869 en em ginnig Vallès en dilennadegoù lezennel en VIIIvet kelc’hiad-votiñ. En em lakaat a ra da « gannad ar re baour » gant an arouez sokialour-dispac’hour. Ne dapo nemet un nebeut kantadoù a vouezhioù. E 1870 e kenlabour Vallès da La Marseillaise, kazetenn Rochefort hag adkrouiñ a ra La Rue. Heuget eo Vallès gant ar brezel, ne c’hell ket gouzañv ar soudardelezh hag ar vroadelouriezh. Manifestiñ a ra evit ar peoc’h. Goude emgann Sedan ha disklêriadur ar Republik e kemer perzh Vallès e manifestadegoù an tu-kleiz pellañ. Aozañ a reas ar c’hleub Favié. E-pad ar Sez e voe e-penn ur bagad eus ar Gward Vroadel. Kemer a reas perzh e emsavadeg an 31 a viz Here ha tapout a reas evit un nozvezh ti-kêr La Villette. D’ar 7 a viz Genver 1871 e kemer perzh Vallès da skridaozadenn ar Skritell Ruz (L’Affiche rouge). D’an 22 a viz Genver e sav ur gazetenn nevez: Le Cri du Peuple hag a vo difennet pa voe barnet Vallès evit emsavadeg an 31 a viz Here. Emsavadeg an 18 a viz Meurzh a nulaas ar c’hastiz hag adkregiñ a reas Vallès da embann e gazetenn. Dilennet e voe Vallès ezel eus ar Gomun er XVvet karter. Sinañ a reas manifesto ar bihan-niver a-enep ar C’homite de Salut Public. Stourm a reas betek-penn war ar bardelloù. Pa voe tapet Pariz en-dro gant ar Versailhiz e tec’has kuit gwisket gant dilhad ar Versailhiz. Fuzuilhet e voe gant ar Versailhiz daou zen hag a denne dezhañ. Ar c’helaouennoù versailhiz a dag Vallès gant kounnar. Mont a ra Vallès da guzhat e ti mignoned, a-raok tizhout Belgia e miz Gwengolo. E 1872 e varv e vamm, ar pezh a lak anezhañ trist.

L'insurgé

D’ar 4 a viz Gouere e voe kondaonet Vallès d’ar marv dre zesfailh. E fin ar bloaz ez eas da Vro-Suis e-lec’h ma skrivas ur pezh-c’hoari anvet La Commune de Paris. E 1873 en em stalias e Londrez. E 1874 « La Société des gens de lettres » a denn Vallès diouzh o listenn. Feuket-kenañ e voe gant an darvoud-se. E 1875 en deus Vallès ur verc’h gant ur skolaerez eus Londrez. Mervel a reas e verc’h er memes bloavezh : trist-meurbed eo Vallès. Skrivañ a reas kalz d’e vignon Hector Malot. En ul lizher e lavar dezhañ : « Je me sens vieillir sans une clarté dans l’hiver de ma vie». Bevañ a raio Vallès buhez trist un harluad, e blijadur nemeti o vezañ lenn er British Museum. Skrivañ a reas pennadoù er gazetenn L’Evénement, e Le Réveil, e La Marseillaise hag e Le Voltaire. Eus ar 25 a viz Even d’an 3 a viz Eost 1878 e asant Le Siècle embann Jacques Vingtras e bennadoù. Difenn a ra Zola hag a oa taget gant skrivagnerien all. E 1879 e embann Vallès Mémoires d’un révolté dindan anv pluenn Jean La Rue, e kelaouenn solkialour Sigismond Lacroix, La Révolution française. Ar romant-kazetenn-se a zeuio da vezañ Le bachelier. Embann a raio da c’houde Le Candidant des pauvres, heuliad Mémoires d’un révolté, er gelaouenn Le Journal à un sou. Embannet eo e levr Les enfants du peuple, dastummad pennadoù bet embannet etre 1867 ha 1870. Embann a reas ivez L’enfant, sinet dindan anv pluenn Jean La Rue, hag a zo kentañ levrenn e drilogiezh buhez. E 1880 e tistro da Vro-C’hall, goude an Distaoliadeg bet mouezhiet d’a 10 a viz Gouere. Kenlabourat a ra gant ar c’hazetennoù Le Voltaire ha La Vie moderne hag embannet eo Les blouses e La Justice, kelaouenn Clemenceau. E Brussel e kej Vallès gant Sévérine hag a vo e sekretourez. Kenlabour a reas c’hoazh gant kalz kelaouennoù disheñvel ha distreiñ a reas da lec’hioù e vugaleaj en Alvern hag en Naoned.

Mervel a reas d'ar 14 a viz C'hwevrer 1885 e Pariz, fatiket gant e ziabet, en ur hiboudiñ : « Gouzañvet em eus kalz. » Douaret e voe e bered Père-Lachaise, gant degadoù a viliadoù a Barisianed ha tud en doa dreistvevet ar Gumun.