Mai Ewen
Neuz
(Adkaset eus Mai-Ewen)
Huguette Gaudart, Mai Ewen hec'h anv-pluenn, zo ur skrivagnerez vrezhonek. He familh a zo a orin deus ar vro etre Skaer ha Banaleg[1].
Desavet eo bet divyezhek, ha kaset d'ar skol e galleg. D'an oad a dregont vloaz he doa desket skrivañ ha lenn brezhoneg gant Visant Seite, avat. Kenlabouret he deus evit sevel geriadur Pêr-Jakez Heliaz embannet e 1986, lec'h m'eo trugarekaet. Abaoe 2016 e labour ingal gant ar yezhourez Mélanie Jouitteau.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E skolveurieg e oa skrivet hec'h oberennoù kentañ, embannet gant Emgleo Breiz. Abaoe 2004 e sav levrioù evit ar yaouankiz hag a vez embannet e peurunvan gant Keit Vimp Bev.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Danevelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Merhed-bihan Ana, Emgleo Breiz-Ar skol dre lizer, 1987
- Ar mor, a-dreñv ar menez, Emgleo Breiz-Brud Nevez, 1993
Barzhonegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romantoù evit ar skolajidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwenn, pemzek vloaz..., Keit Vimp Bev, 2023, Priz ar yaouankiz 2023
- Hañvezhioù, Keit Vimp Bev, 2004
- Ur vleunienn war askell an avel, Keit Vimp Bev, 2008
- Tri fenn melegan, Keit Vimp Bev 2008
- Kroaz hent, Keit Vimp Bev 2012 ( Mai Ewen hag all )
- Peskig ruz, Keit Vimp Bev 2012 ( Mai Ewen hag all )
- An ti-karr liesliv , Keit Vimp Bev, 2013
- Kevrin an enezenn , Keit Vimp Bev, 2013
Romantoù evit ar vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Me ha Titaw, Keit Vimp Bev, 2007
- Nedeleg laouen ?, Keit Vimp Bev, 2008
- Me, Nana Marina, Keit Vimp Bev, 2010
- Yaouankiz Koantig Keit Vimp Bev, 2013
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Mélanie Jouitteau. "A practice-based approach to the documentation of a heritage language: speakers profiles and varieties of Breton", in Joe Eska, Peadar Ó Muircheartaigh, Silva Nurmio & Paul Russell: The Handbook of Celtic languages. Palgrave.