Mai Ewen
Huguette Gaudart, Mai Ewen hec'h anv-pluenn, zo ur skrivagnerez vrezhonek ganet e Skaer. He familh a zo a orin deus ar vro etre Skaer ha Banaleg[1]. Sinet he deus he skridoù lennegel gant he anv gwir, Huguette Gaudart.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Desavet eo bet e galleg gant he zud, met e komze brezhoneg gant he mamm-gozh ingal[2]. War harzoù Su Skaer e oant o chom, met dleout a reas mont war droad d'ar skol bublik vihan staliet e Sant-Jakez-Banaleg, e-kreiz ar maezioù.
Pa voe tregont e tivizas lenn ha skrivañ ar brezhoneg en ur heuliañ kentelioù dre lizher roet gant Visant Seite, ha gant an harp hiniennel a zegasas dezhi e teuas war wel pegen donezonet e oa. Diouzh-se e kemeras perzh e-barzh labour Emgleo Breiz hag e lakaas embann embann meur a skrid er gelaouenn lennegel Brud Nevez. Kenlabouret he deus evit sevel geriadur Pêr-Jakez Heliaz embannet e 1986, hag un drugarekadenn dezhi a lenner ennañ. Abaoe 2016 e tegas anaoudegezh ar yezh d'ar yezhoniourez Mélanie Jouitteau evit pinvidikaat ar wikiyezhadur ARBRES hag un heuliadenn pennadoù embannet e saozneg e kazetennoù skiantel etrevroadel.
Oberenn lennegel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E skolveurieg e oa skrivet hec'h oberennoù kentañ, embannet gant Emgleo Breiz e 1977. Abaoe 2004 e sav levrioù evit ar yaouankiz hag a vez embannet e peurunvan gant Keit Vimp Bev. Skriv a ra haikouioù ivez. Kenlabourerez eo bet evit geriadur Garnier/Emgleo Breiz renet gant Pêr-Jakez Heliaz hag embannet e 1986, a vez adkavet e zanvez e geriadur Emgleo Breiz renet gant Andreo ar Merser e 2009.
O vezañ m'emaint o chom e-kichen Kemperle o-daou[3] e kenlabouras kalz gant Fanny Chauffin evit ma vije lieskementet al levrioù brezhonek evit ar vugale hag ar grennarded ha savet ur seurt helebini etre an danvez-skrivagnerien, ken e c'hellas Keit Vimp Bev embann an testennoù gwellañ garedonet gant Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz. Ur c'henstrivadeg all kenurzhiet gant fea a vez aozet e-doug ar festival Taol Kurun, hini an haikouioù e brezhoneg, galleg ha gallaoueg, m'emañ Mai Ewen, ezelez ar juri anezhañ, ken fonnus eo bet hec'h oberenn diwar an teknik varzhoniel-se. Goude bezañ bet unan eus ar skrivagnerezed bodet tro-dro Brud Nevez e lakaas embann meur a skrid e-barzh Al Liamm ha Spered Gouez.
Embannadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Danevelloù
- Danevellou Merhed-bihan Ana, Emgleo Breiz-Ar skol dre lizer, 1987
- Ar mor, a-dreñv ar menez, Emgleo Breiz-Brud Nevez, 1993. (ISBN 2867751209)
- Barzhonegoù
- Amskeud, Emgleo Breiz-Brud Nevez, 1995. Haikouioù
- Sur terre et sur mer = War ar mor hag an douar, Éditions de la Lune Bleue, 2017. Haikouioù brezhonek ha gallek.
- Romantoù evit ar skolajidi
- Hañvezhioù, Keit Vimp Bev], 2004
- Tamallet, , Keit Vimp Bev], 2005
- Ur vleunienn war askell an avel, Keit Vimp Bev, 2008
- Nedeleg laouen, , Keit Vimp Bev], 2009
- Tri fenn melegan, Keit Vimp Bev, 2008.
- Asamblez gant Riwanon Kervella, Milena Krebs ha Gwenvred Latimier-Kervella), Un, div, teir, Keit Vimp Bev 201O
- Asamblez gant Moran Dipode, Milena Krebs, Kroaz hent, Keit Vimp Bev 2012
- Peskig ruz, Keit Vimp Bev 2012 ( Mai Ewen hag all )
- An ti-karr liesliv , Keit Vimp Bev, 2013
- Kevrin an enezenn , Keit Vimp Bev, 2013.
- Bugel ar glav, Keit Vimp Bev, 2015
- Mont kuit, Keit vimp bev, 2016. (ISBN 9782868242754)
- Frond ar c'hafed fresk, Keit Vimp Bev, 2019.(ISBN 9782868243300)
- Gwenn, pemzek vloaz, Keit Vimp Bev, 2022. (ISBN 9782868243683)
- Romantoù evit ar vugale
- Me ha Titaw, Keit Vimp Bev, 2007
- Nedeleg laouen ?, Keit Vimp Bev, 2008
- Me, Nana Marina, Keit Vimp Bev, 2010
- Yaouankiz Koantig Keit Vimp Bev, 2013
- War vordig ar stêr Izol, Keit vimp bev, 2021. 9782868243508
- Troidigezhioù
- Paul Sanda, Ouessant, phares et balises = Eusa, tourioù-tan ha balizennoù, Codes-sur-Ciel, Rafaël de Surtis, 2015. (ISBN 9782846724005). Galleg ha brezhoneg tal-ouzh-tal.
- (fr)Ur pezh-skrid e-barzh Anthologie des poètes sémaphoristes, Maison de la Poésie, 2018.
- An Ti didammet, troidigezh teskad barzhonegoù Lydia Padellec, La Maison morcelée lakaet en e heul, Éditions Sauvages, 2023. (ISBN 9782917228692)
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1988 Priz ar skrivagnerien vrezoneg evit Danevellou Merhed-bihan Ana
- 2015 Priz Xavier Grall
- 2017 Priz ar Yaouankiz evit Mont kuit
- 2023 Priz ar Yaouankiz (klasoù Pevare) evit Gwenn, pemzek vloaz
Teskad dave
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) Fanny Chauffin, "Mai Ewen". E-barzh Jean-Marie Goater, Gaëlle Pairel, Geneviève Roy, Claude Thomas (renerezh), Femmes de lettres en Bretagne, Roazhon, Embannadurioù Goater, 2021. (ISBN 9791097465025)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Atersadenn gant Corinne ar Mero e 2016. Heuliadenn "Skrivagnerien war Brezhoweb.. Brassellet d'ar 1añ a viz Eost 2026.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Mélanie Jouitteau. "A practice-based approach to the documentation of a heritage language: speakers profiles and varieties of Breton", in Joe Eska, Peadar Ó Muircheartaigh, Silva Nurmio & Paul Russell: The Handbook of Celtic languages. Palgrave.
- ↑ Meneget gant Fanny Chauffin, e-barzh Femmes de lettres en Bretagne, 2021.
- ↑ E Redene he deus staliet hec'h annez.