Tugdual Kalvez
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Tugdual Kalvez zo bet unan eus krouerien Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg e 1980, ha prezidant kentañ ar gevredigezh betek 1990.
Kelenner prederouriezh ha brezhoneg e oa en Alre betek ar c'houlz da vont war e leve. Bet eo ivez prezidant Kelc'h Sevenadurel Gwened ha labouret en deus kalz gant Kendalc'h.
Skrivet en deus ivez danevelloù ha barzhonegoù e brezhoneg hag e galleg.
Ur mell geriadur ar brederouriezh galleg-brezhoneg brezhoneg-galleg gant o c'hevatal en alamaneg, saozneg, galleg hag italianeg a zo bet savet gantañ, hag embannet e 2010.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Blaz ar vuhez, Mouladurioù Hor Yezh, 1999.
- War barlenn an amzer, Al Liamm, 2007.
- Geriadur ar brederouriezh, T.I.R., 2010.
Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrioù bugale troet e brezhoneg hag embannet gant Flammarion (dastumad Le Père Castor).