Kendalc'h
Neuz
Kendalc'h
| Deiziad krouiñ | 15 Her 1950 |
|---|---|
| Anv er yezh orin | Kendalc'h |
| Stad | Frañs |
| Sez sokial | An Elven |
| Bet erlec'hiet gant | Kenleur |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.kendalch.com |
Ar c'hengevread Kendalc'h a oa bet savet e fin ar bloavezh 1950 e Kemper. Bleinet e oa bet gant ar rezistant Pêr Mokaer betek e varv 1961. Bodañ a ra an holl re a zo dedennet gant sevenadur Breizh. Polig Montjarret a oa bet pennsekretour ar c'hengevread-se.
Dont a reas da vezañ pouezusoc'h-pouezusañ adalek 1956 gant donedigezh Studierien Yaouank Breizh ha Diazezadur Sevenadurel Breizh. Sikouret o doa ar re-se ar frammoù kentañ (Bleuñ-Brug, Ar Falz, Bleimor ha Bodadeg ar Sonerion).