Mont d’an endalc’had

Kenleur

Eus Wikipedia
Kenleur
aozadur
Deiziad krouiñ27 Mez 2020 Kemmañ
Tachenn laboursevenadur Breizh, dañs breizhek Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadRannvro Breizh Kemmañ
Furm lezennelkevredigezh lezenn 1901 Kemmañ
Sez sokialAn Alre Kemmañ
Erlec'hiañ a raKendalc'h, War 'l Leur Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.kenleur.bzh Kemmañ

Kenleur zo ur gevredigezh sevenadurel vreizhek krouet e miz Mezheven 2020 dre unaniñ Kendalc'h ha War 'l Leur. Tolpañ a ra ouzhpenn 200 kevredigezh, kelc'hioù keltiek evit ar c'halz anezho. Labourat a ra da vrudañ ha da dreuzkas glad sevenadurel Breizh, dreist-holl an dañsoù, ar gwiskamantoù hag ar c'han a-gor, en ur aozañ abadennoù liesseurt : atalieroù, festoù-deiz, festoù-noz, gouelioù, festivalioù, koñkourioù, stajoù ha diskouezadegoù.

Lenn ar pennad diwar-benn Kendalc'h evit gouzout hiroc'h.

D'ar 15 a viz Here 1950 e voe krouet ar gengevredigezh Kendalc'h e ti-kêr Kemper. Gant Pêr-Jakez Heliaz e oa bet kinniget an anv-se. Ar c'hevredigezhioù bodet enni, evel ar Bleun Brug, ar Falz ha Bodadeg ar Sonerion, a felle dezho labourat asambles evit ma vefe aesoc'h brudañ ha treuzkas sevenadur Breizh hag arzoù pobl ar vro, evel an dañs, ar sonerezh hag an dilhad. Kevredigezhioù ouzhpenn a yeas enni e 1956, en o zouez Emgleo Breiz, ha gant se e teuas da vezañ un aozadur a-bouez evit sevenadur Breizh. Evit embann kelaouennoù ha levrioù e savas he zi-embann e 1957, Coopérative Breiz, aet da Coop Breizh abaoe. Da-heul an disparti diouzh Bodadeg ar Sonerion e 1965 e labouras Kendalc'h war an dañs hag ar c'han a-gor dreist-holl. Arvestoù bras a veze aozet ganti, evel « Breizh A Gan », evit al lazoù-kanañ, adalek 1982, ha « Tradi'Deiz », evit ar c'helc'hioù, aozet bep bloaz e Gwened abaoe 2010. Ober a rae ivez war-dro kenstrivadegoù, evel an Dañs Excellañs e Kemper ha Kampionad Breizh da-geñver gouelioù Sant-Loup e Gwengamp. Kelc'hioù keltiek brudet-bras a oa ezel anezhi, evel Eostiged ar Stangala ha Kevrenn Alre. E Sant-Visant-an-Oud e oa ti Kendalc'h etre 1967 ha 2006, hag en Alre adalek 2015, en he c'hreizenn sevenadurel dezhi.

Kelc'h ar Vro Vigoudenn e gouelioù Kerne 2019.

Lenn ar pennad diwar-benn War 'l Leur evit gouzout hiroc'h.

E 1965 e tivizas Bodadeg ar Sonerion mont er-maez eus Kendalc'h, hag un nebeud kelc'hioù keltiek asambles ganti. Pa ne ouie ket ar bagadoù penaos en em aozañ evit labourat war ar sonerezh hag an dañs war un dro e voe divizet e 1967 sevel ur gevredigezh nevez evit ar c'helc'hioù disrann-se : War 'l Leur. Ar Vro Vigoudenn, eus Pont-'n-Abad, ha Quic-en-Groigne, eus Sant-Maloù, a oa e-mesk ar re vrudetañ anezho. E 1988 e voe adaozet hec'h aozadur, hag hi da vont da gengevredigezh diazezet war pemp kevread-departamant. Unan ouzhpenn a voe digoret e 1992, Divroet, evit ar c'helc'hioù diavaez-bro. Gwech an amzer he deus aozet War 'l Leur arvestoù bras hag a vode dañserien eus meur a gelc'h : « Tradition des rythmes » e 1989, « Kalon an Dañs » e 1997, « Dañs ar Vuhez » e 2000, « Ding Dingue Dañs » e 2007, « Dañs Akademi » e 2014, ha « Trañs Breizh Express » e 2017 ha 2019.

Daoust dezho da vezañ dispartiet abaoe ouzhpenn 50 vloaz, Kendalc'h ha War 'l Leur en em glevas evit en em unaniñ en-dro, ha sevel ur gevredigezh voutin hag a labour war tachenn an dañs, an dilhad hengounel hag ar glad dizanvezel. Lañset e voe ar raktres da-heul un emvod bras e Pondi e miz Here 2019. Evit kas anezhañ da benn vat e voe labouret diwar un doare lec'hel da ambroug (DLA) gant Kendalc'h, asambles gant kevelerien all evel Rannvro Breizh. D'ar 27 a viz Mezheven 2020 erfin e aozas Kendalc'h ha War 'l Leur pep a emvod-meur dreistordinal, an eil e Kemper hag egile e Roazhon, hag int da votiñ evit ma vefe krouet ur gengevread nevez dre unaniñ o div gevredigezh. E-giz-se e oa bet ganet Kenleur, un anv ma anavezer aes re an aozadurioù bet.

Ar gengevread Kenleur zo bodet enni ouzhpenn 22 000 ezel ha 200 kevredigezh : lazoù-kanañ, kelc'hioù dañs, atalieroù dañs evit ar re vras pe ar re vihan. En Alre emañ he sez, lec'h m'emañ he 9 goprad o labourat. Renet eo he burev gant div genbrezidantez, Solenn Boënnec ha Rozenn Le Roy, an eil bet e penn Kendalc'h, eben e penn War 'l Leur. E Kenleur ez eus seizh kevread (Kanomp Breizh, Aodoù-an-Arvor, Il-ha-Gwilen, Liger-Breizh, Mor-Bihan, Penn-ar-Bed, Enez-Frañs, Divroet) ha c'hwec'h bodad (prezidantelezh, yaouankiz, kornioù-bro, krouiñ-brudañ, glad, obererezhioù treuz).

Hervez an emglev unaniñ ez a en-dro Kenleur diwar c'hwec'h talvoudegezh pennañ : an identelezh vreizhat vev, an treuzkas a-zevri, ar c'henlabour / ar perzh, ar c'hemmesk etre ar rummadoù oad ha sokial, al labour a-youl vat, ar blijadur / ar fest.

Obererezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Kenleur hag he c'helc'hioù keltiek e vez aozet festoù-noz, gouelioù ha festivalioù. Breiziloù, da skouer, zo ur fest-deiz evit ar vugale hag a vez dalc'het e Loudieg bep bloaz. Kenstrivadegoù a vez aozet ivez, en o zouez Kampionad broadel dañsoù Breizh, dezhañ pemp rummad, aozet war meur a zevezh hag e meur a lec'h e Breizh : Tradi'Deiz e Gwened, Meliaj e Sant-Brieg, Kenleurenn e Kemper, Kampionad Sant-Loup e Gwengamp. Eizh kelc'h zo er rummad Excellañs, an hini uhelañ : gant kelc'h Brug ar Menez, eus Speied, eo aet ar maout e 2023. Koñkourioù all a vez aozet gant Kenleur, evit lakaat war wel, da skouer, ar gwiskamantoù gant « Des modes et nous » hag an dastum gant « Rastellañ ».

Kenleur a ginnig stummañ kement den a garfe gouzout hiroc'h war an dañsoù, ar sonerezh, ar c'han, an dilhad hag ar broderezh. Aozañ a ra kentelioù ha stajoù evit an dud deuet, abadennoù er skolioù, hag embann a ra dafar paper hag enlinenn. Evit aesaat ar stummañ he deus savet un holloueziadur, Heritaj e anv, dastumet ennañ an holl dañsoù ha gwiskamantoù a Vreizh, gant pep a fichenn ha videoioù. Evit kelenn ar vugale he deus krouet dafar pedagogel, « ar Familh Pikett' », gant fichennoù, skritelloù, tresadennoù, ur frizenn hag ur bladenn.

Un dastumadeg dilhad he deus digoret Kenleur e Ti Forn, sez kozh War 'l Leur, e Rieg. E-tro 3000 pezh dilhad ha skeudennoù a-leizh zo miret eno ganti.

O vezañ m'eo Kanomp Breizh ezel anezhi e labour ivez ar gengevread Kenleur da ziorren ar c'han a-gor e brezhoneg, da skouer gant Kampionad lazoù-kanañ Breizh ha gant ar festival Breizh a gan.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]