2022 e Breizh
Neuz
| Bloavezhioù | |
|---|---|
| ../.. 2018 2019 2020 2021 - 2022 - 2023 2024 2025 | |
| Degadoù | |
| 2000 - 2010 - Bloavezhioù 2020 - 2030
| |
| Kantvedoù | |
| XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved
| |
| Kronologiezh dre gevandirioù | |
| Afrika - Amerika - Azia - Europa - Okeania
| |
| Kronologiezh dre demoù | |
| Aernijerezh - Savouriezh - Kirri - BT Hentoù-houarn - Sinema - Mell-droad - Lennegezh Sonerezh - Yec'hed ha mezegiezh - Skiantoù - Sport | |
| Kronologiezh vloaziek evit Breizh | |
| 2021 e Breizh - 2022 e Breizh - 2023 e Breizh |
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ a viz Genver : 4 899 156 a dud zo o chom e Breizh, hervez an INSEE. Er rannvro velestradurel (4 departamant hepken) ez eus 3 422 900 a annezidi hag el Liger Atlantel ez eus 1 476 156 a dud.
- 22 Genver : manifestadeg evit ma vo addigoret al linenn hent-houarn etre Montroulez ha Rosko.
- 7 Ebrel : Kuzul-rannvro Breizh a zegemer un destenn, kinniget gant ar strollad Breizh a-gleiz, hag a c'houlenn an emrenerezh evit Breizh he femp departamant.
- 4 Mae : ur bleiz zo e Menez Are, e Berrien, hervez ar skeudennoù a zo bet tapet anezhañ e-pad an noz[1].
- 19 Mezheven : en eil tro dilennadeg ar gannaded ez eus dilennet 37 kannad e Breizh : 23 c'hannad eus ar c'hengevredad Ensemble (a-du gant Emmanuel Macron), 11 eus ar c'hengevredad NUPES (6 eus La France Insoumise, 3 eus ar P.S., 2 eus E.E.L.V.), 2 eus LR hag ur "Rannvroelour" (Paul Molac).
- 18-24 Gouere : ouzhpenn 1700 hektar zo devet gant un tan-gwall e Menez Are.
- 12-15 a viz Eost : 400 hektar zo devet gant un tan-gwall e Koad Pempont.
- 16 a viz Kerzu : nac'h a ra kuzul-kêr Sant-Nazer lakaat sevel ar Gwenn ha du dirak an ti-kêr.
- Anne Beaumanoir, rezistantez, just e-mesk ar broadoù, mezegez neurofiziologourez
- Jean Bobet, marc'hhouarner
- Yves Coppens, antropologour
- Yvon Garlan, istorour
- Alfred Houget, prezidant Stad Roazhon
- Roger Laouenan, kazetenner hag istorour
- Yvon Morvan, kaner
- Erwan Vallerie, emsaver ha lec'hanvadurour