Yves Coppens

Yves Coppens, bet ganet d'an 9 a viz Eost 1934 e Gwened ha marvet d'an 22 a viz Mezheven 2022[1], a oa unhenzenoniour gall, kelenner brudet eus Skolaj Frañs. Dizoloet en doa Lucy, an aostralopitek kentañ kavet, kozh eus 3,2 milion bloaz, e Etiopia.
Bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yves Coppens ne soñje nemet er Ragistor hag en arkeologiezh abaoe e vugaleaj. Plijout a rae kalz dezhañ steudadoù Karnag e-kichen al lec’h ma oa ganet da skouer. Bet en doa ur bac C e lise Jules Simon e Gwened hag un aotregezh war ar Skiantoù Naturel e skol-veur Roazhon.
Red-micher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1956, e reas enklaskoù evit ar greizenn broadel war enklaskoù skiantel : n'en doa nemet 22 vloaz. E 1961 e tizoloas penn un Homo erectus e Yaho, ur gêr e Tchad. Anvet e voe Tchadanthropus. D’ar 30 a viz Du 1974 e Hadar (Etiopia) vez kavet ur fosil kazi klok eus un aostralopitek gant Donald Johanson, Maurice Taied hag Yves Coppens. Ar fosil a voe anvet Lucy peogwir e oant o selaou ar ganaouenn Lucy In The Sky With Diamonds kanet gant ar Beatles.
E 1980, Yves Coppens a voe anvet da rener ha kelenner e Museum broadel an Istor naturel e Pariz. E 2006, e voe anvet e kuzul ar skiantoù hag an teknologiezhioù gant Jacques Chirac. E miz Genver 2010, oa deuet da vezañ president kuzul skiantoù karget da virout mougev Lascaux digant Nicolas Sarkozy.
Gourc’hemennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An asteroid Coppens (172850) zo dizoloet e 2005 gant Jean-Claude Merlin. Anvet eo evel-se en e enor.
- Ar skolaj Yves Coppens e Lannuon zo bet savet e 2001 en e enor.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Yves Coppens, codécouvreur de Lucy et visage de la paléontologie française, est mort. Le Monde (2022-06-22). Kavet : 2022-06-22.