Aostralopitek
Aller à la navigation
Aller à la recherche
| |||
---|---|---|---|
![]() Aostralopitek (Australopithecus)
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Primates | ||
Kerentiad : | Hominidae | ||
Genad : | Australopithecus | ||
Anv skiantel | |||
Australopithecus Dart, 1925 | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Un aostralopitek zo un hominidae hag a vevas etre 7 milion hag 1 milion a vloavezhioù kent hon amzer. Ar genad Australopithecus (eus al latin australis, « ag ar su », ha eus an henc'hresianeg πίθηκος, píthēkos, « singe ») zo bet termenet gant Raymond Dart da geñver dizoloadenn Australopithecus africanus en 1924. Bout zo d'an aostralopiteked perzhioù henaek (empenn bihan a-walc'h) ha perzioù emdroetoc'h (dentadur tost douzh hini ar genad Homo). Kroget o doa da vont war daou droad, neoazh ne c'hellent ket hen ober e-pad pell.
Brudetañ karrekaenn aostralopitek dizoloet zo, hep mar ebet, hini Lucy, un Australopithecus afarensis lakaet e gouloù e 1974 en Etiopia (rannvro Afar) gant ur skipailh etrevroadel (ar Breizhad Yves Coppens ennañ).