Mont d’an endalc’had

Anne Beaumanoir

Eus Wikipedia
Anne Beaumanoir
Anne Beaumanoir
Anne Beaumanoir pa oa 17 vloaz
Anv Anne Beaumanoir
Ganet 30 a viz Here 1923
Itron-Varia-ar-Gwildoù ( Breizh)
Marvet 4 a viz Meurzh 2022
Kemper ( Breizh)
Micher Mezegez neurologourez
Brudet evit rezistantez ha stourmerez
Enorioù Reizh e-touez ar broadoù


Anne Beaumanoir a oa ur vezegez vreizhat bet ganet d'an 30 a viz Here 1923 en Itron-Varia ar Gwildoù (Aodoù-an-Arvor) ha marvet d'ar 4 a viz Meurzh 2022 e Kemper (Penn-ar-Bed). Neurologourez, neurofiziologourez ha neuropsikiatrourez e oa diouzh he micher. Emañ e-mesk ar skiantourien gentañ o deus implijet an elektroangioenkefalografiñ evit tretañ an epilepsiezh. Stourmerez e oa ivez, goude ma oa bet gounezet ez-yaouank d'ar mennozhioù komunour. Anvet eo bet Reizh e-touez ar broadoù gant ensavadur Yad Vashem, abalamour da vezañ saveteet Yuzevien gant he zud e-pad an Eil Brezel-bed. Toullbac'het hag harluet e voe e-pad brezel Aljeria abalamour ma save a-du gant an FLN.

En Itron-Varia-ar-Gwildoù eo bet ganet Raymonde Marcelle Beaumanoir[1], a veze anvet Anne pe Annette gant he zud kar hag he mignoned. A-raok eured he zud e oa bet ganet : ur vezh ruz e oa d'ar mare-se, ken na voe ket enrollet he ganedigezh gant an ti-kêr e-pad ur pennad. D'ar skol lik ez eas Anne, ha goude-se d'ar skolaj publik e Dinan, da gentañ evel diabarzhadez.

Disheritet e voe he zad Jean Beaumanoir, abalamour ma oa bet piket e galon gant Marthe Brunet. Plac'h-saout e oa-hi, ganet en un tiegezh mevelien, desavet gant un intañvez, pa oa-eñ eus ur familh uheloc'h eus ar vro[2]. Pa oa yaouank Jean Beaumanoir e oa bet kourser war velo, ha war-lerc'h en doa bet ur stal marc'hoù-houarn ha mekanikoù labour-douar war e anv. Asambles gant e wreg en deus dalc'het un ostaleri e Dinan goude-se.

Troet e oa Jean ha Marthe Beaumanoir gant ar mennozhioù komunour, hep emezelañ er PCF gwech ebet. War a lavare Anne ne blije ket ar « spered strollad » d'he zad[3], dezhañ e oa re suj ha re strizh. Er bloavezhioù 1930 e oant savet a-du gant Talbenn ar Bobl. Soutenet o doa ar Brigadennoù Etrebroadel e-pad brezel diabarzh Spagn ha roet sikour d'an harluidi republikan[4].

Tud « dispar-dreist » e oa he zud hervez Anne Beaumanoir, a lavare he doa desket an tolerañs diganto, hag hi da reiñ ar skouer-mañ : « du-mañ en em gave ar skolaerez lik ouzh taol asambles gant ar beleg ».

Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anne Beaumanoir a felle dezhi mont da vedisinez. E deroù ar brezel e oa war he studioù c'hoazh, e Roazhon da gentañ hag e Pariz da c'houde, adalek 1942. E Roazhon e oa krog da labourat evit ar Rezistañs, dre gas lizheroù ha kemennadennoù sekred war he marc'h-houarn. E Pariz ez eas e-barzh ar Yaouankizoù Komunour, hag hi da vevañ dre guzh diwar neuze, hep ti nag aoz, dindan ul lesanv ha gant paperoù falset[1].

Daoust ma ne ouie ket he zud e pelec'h e oa o merc'h o lojañ e choment e darempred ganti dre hanterouriezh ur c'houblad mignoned dezho, hag a oa int ivez o chom e Pariz. Kas a rae Jean ha Marthe Beaumanoir pakadoù du-hont ha dont a rae o merc'h da gerc'hat o c'hasadenn bep an amzer. Un deiz, e miz Genver 1944, e klevas ar c'houblad-se e oa ur skrapadeg war-nes erruout en XIIIvet arondisamant, hag int da c'houlenn digant Anne mont da gelaouiñ ur vaouez hag a oa en arvar, abalamour ma kuzhe div familh yuzev en ur ranndi dezhi e karter Tolbiac – ar re Lisopravski (un intañv gant e zaou vugel) hag ur vamm gant he c'hrouadur. Difennet-groñs e oa gant ar PCF ober traoù dre e benn e-unan, hep aotre ar strollad, ha koulskoude e tisentas Anne Beaumanoir outañ : mont a reas da di ar vaouez da gemenn d'an holl e oant war var da vezañ harzet. Diskredik e oa Ruben Lisopravski, n'en em sante ket e dañjer ; hogen a-benn ar fin e lezas Daniel, 16 vloaz, ha Simone, 14 vloaz, da vont gant Anne. Antronoz e voe saveteet ar vamm gant he c'hrouadur ; e-unan e chomas Ruben Lisopravski er guzhiadell lec'h ma voe skrapet un nebeud amzer goude. E zaou vugel a voe kaset gant Anne Beaumanoir d'ur skoach eus ar Rezistañs, en Asnières, hag hi kuit eus Pariz. Prestik goude e voe kavet ha furchet ar guzhiadell-se gant ar Gestapo avat, goude ma oa bet flatret gant unan bennak moarvat. Harzet e voe daou rezistant, met an trede hini a zeuas a-benn da dec'hout kuit gant ar vugale, dre an toennoù : « Roland » e oa, Rainer Juresthal e anv gwir, ur Yuzev alaman hag ur rezistant komunour a oa karedig Anne Beaumanoir da neuze[5]. Pa zistroas-hi da Bariz e kavas furoc'h kas ar vugale ganti da Vreizh, ha goulenn digant he zud reiñ bod dezho en o zi. E-pad pemzektez e voent kuzhet e daou lec'h disheñvel e Dinan gant he mamm, kent degemer anezho da vat en ostaleri ar re Beaumanoir, e-pad tost ur bloaz, betek an Dieubidigezh. War ar pemdez e veze lakaet Simone da labourat en ostaleri ha Daniel gant jardinerien hag a oa kamaladed d'ar familh. Goude ma oa bet kavet anv Anne war paperoù en ur skoach e Pariz e voe goulennataet Jean Beaumanoir gant ar polis, hep gallout prouiñ gwech ebet e oa perzh er Rezistañs[6]. Rak rezistant e oa Jean Beaumanoir evit gwir. Anne a gonte penaos he doa en komprenet ur wech ma oa bet o kas ur pakad e Kreiz Breizh, nepell diouzh Mur, evit ar Rezistañs : anavezet he doa marc'h-houarn he zad dirak ur c'hrañj, ha gwelet anezhañ enni[1].

Ur wech lezet ar vugale war he lerc'h e Breizh e teuas en-dro Anne da Bariz, hag hi da adstagañ gant ar stourm gant ar Rezistañs. Abalamour m'he doa disentet e voe kaset da Lyon e-pad un nebeud mizioù, ha da v-Marselha da c'houde evit prientiñ dieubidigezh kêr. E miz Eost 1944 e c'hoarvezas e Provañs. Ur pennad amzer e chomas Anne Beaumanoir da labourat evit ar c'homite puraat er prefeti e Marselha[7], a-raok mont war he studioù medisinerezh en-dro e Breizh. En diskar-amzer e klevas keloù marv he dous : skrapet e oa bet « Roland » gant ar Gestapo e Clermont-Ferrand e miz Mezheven 1944, ha ma oa deuet a-benn da achap e voe tapet ha lazhet gant peizanted tost d'ar milis e Servières (Puy-de-Dôme)[5].

Peogwir o doa saveteet Daniel ha Simone Lisopravski e voe anvet Anne Beaumanoir hag he zud Reizh e-touez ar broadoù e 1996 gant Yad Vashem, an ensavadur a zalc'h koun eus ar Shoah. Evit displegañ ar pezh he doa graet e lavare Anne Beaumanoir e oa « un dever », abalamour dezhi da « gasaat dre anien ar ouennelouriezh ». Goude ar brezel eo chomet tost-tre ar re Lisopravski hag ar re Beaumanoir an eil re ouzh ar re all : hervez Anne e oa Daniel ha Simone « evel he breur hag he c'hoar »[6]. Evit an tad Lisopravski e oa bet kaset hep distro da Auschwitz.

Goude ar brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech kaset he studioù da benn gant un dezenn war an « epilepsiezh darnel » ez eas Anne Beaumanoir da neurologourez e Marselha e skipailh ar c'helenner Henri Gastaut, a oa ur mailh war an neurofiziologiezh hag an epilepsiezh, hag er penn a-raok war an elektroangioenkefalografiñ[4]. Fortuniañ a reas Anne gant ur c'henlabourer dezhi, an doktor Jo Roger, a oa eñ ivez neurologour, komunour ha rezistant[8]. Tri a vugale o deus bet – Jean-Henri, Gilles ha Myriam. E Marselha e reas an dud nevez anaoudegezh gant emsav ar veleien vicherour ha gant o labour evit an dud a orin aljerian. Da Bariz ez eas Anne goude-se da ober enklaskoù medisinerezh, a lakae embann dindan an anv Annette Roger. Gant he gwaz e savas a-du gant an FLN, er c'hontrol d'ar PCF o doa kuitaet o-daou e 1956, abalamour da savboent ar strollad war Aljeria, ha da-heul ur chomadenn skiantel pevar miz-pad en URSS[3]. Tost e oa re Roger da rouedad an « dougerien malizennoù » renet gant Francis Jeanson. Arc'hant ha paperioù falset a veze douget gant ar re-se evit sikour paotred ha merc'hed an FLN e Frañs, abalamour ma veze kontrollet stank an Aljerianed e Frañs. Evit an FLN e reas Anne Beaumanoir meur a dra : dastum arc'hant, reiñ bod ha konduiñ renerien. E miz Du 1959 e voe harzet gant an DST en un oto asambles gant un emsavour eus an FLN ha kondaonet da zek vloaz toull-bac'h[7]. Kaset e voe d'an toull e prizon ar Baumettes e Marselha. Da gentañ e voe bac'het en hec'h-unan, kent reiñ aotre dezhi d'ober war-dro prizoniadezed all, ha deskiñ dezho lenn ha skrivañ, pe skrivañ lizheroù evito. E-giz-se e reas anaoudegezh gant stourmerezed aljerian, Djamila Bouhired en o mesk[8]. Goude eizh miz toull-bac'h e vo dieubet Anne Beaumanoir, abalamour ma oa o tougen. Daoust ma oa e frankiz-evezhiet e teuas a-benn da achap just war-lerc'h ar gwilioud, hag hi da vont da Suis, da Italia ha da Dunizia en diwezh, ha lezel he merc'hig war he lerc'h. E Tuniz e krogas da labourat evel mezegez ha neuropsikiatrourez evit gouarnamant da c'hortoz Aljeria, hag hi da soagnal ar soudarded aljerian gloazet o c'horf pe skoet o spered. Daoust d'e bromesaoù e chomas he gwaz e Frañs. Ur mab dezhi hepken a lakaas dont da Duniz ganti ; an daou vugel all a vanas e Marselha gant o zad.

War-lerc'h emglevioù Evian e oa echu ar brezel ha dizalc'h Aljeria. Divizout a reas Anne Beaumanoir chom e kêr Aljer evit labourat e ministrerezh ar Yec'hed hag an Aferioù sokial, dindan gouarnamant Ahmed Ben Bella. Kemer a reas e karg ar c'helenn hag ar c'hlaskerezh, ha sikour sevel ur reizhiad yec'hed nevez[8]. E 1965 e voe roet lamm d'ar gouarnamant dre ur putsch renet gant Houari Boumédiène. Evit tremen hep bezañ harzet e rankas Anne Beaumanoir divroañ da Suis, rak difennet e oa outi distreiñ da Frañs. En ospital Genève e kemeras penn ar servij neurofiziologiezh, a renas eus 1965 betek he retred e 1990. Kelenn, stummañ ha skrivañ pennadoù skiantel a rae ouzhpenn-se[4].

War he leve e veze o vevañ e Sant-Kast-ar-Gwildoù, he farrez c'henidik e Breizh, pe e Dieulefit, e Droma Provañs. Ul levr a savas diwar he buhez, dastumet ennañ a bep seurt skridoù he doa skrivet dek vloaz kentoc'h : le Feu de la mémoire, la Résistance, le communisme et l’Algérie, 1940-1965. Embannet e voe e 2000 gant Bouchène, un ti-embann aljerian a felle dezhi sikour, abalamour ma oa bet gourdrouzet gant islamourien. Mémoires anecdotiques eo an titl he doa choazet ar skrivagnerez da gentañ, kent dibab le Feu de la mémoire, un droienn implijet e rakskrid he levr gant Mohammed Harbi. E-mesk traoù all e kont he buhez dindan guzh, ar pennad amzer en deus merket anezhi an donañ[9]. Alies-mat ez ae d'ar skolajoù ha d'al liseoù evit sachañ evezh ar re yaouank war an Eil Brezel-bed, dreist-holl war ar Shoah, ha prezegenniñ evit ar stourm hag enep ar mac'herezh hag ar ouennelouriezh. Kenderc'hel a rae ivez da stourm evit sikour ar reuzidi, evit o frankiz hag ar gwir da vezañ an-unan, ha goulenn da skouer sikour ha degemer repuidi brezel Siria. E 2007 e oa bet roet al Legion a Enor dezhi.

E fin he buhez e lavare Anne Beaumanoir e oa lorc'h enni abalamour d'un dra nemetken : bezañ bet anvet Reizh e-touez ar broadoù gant he zud[10]. Ma lavare e oa pellaet diouzh ar PCF e embanne bezañ feal d'ar mennozhioù komunour dalc'hmat, daoust ma oant hervezi « ur seurt utopiezh : reizh e-keñver filozofiezh, hogen re start da lakaat e plas ». Evit Aljeria e lavare « n'he doa ket heuliet (ar vro) an hent e soñje din e vije aet gantañ »[9].

D'ar 4 a viz Meurzh 2022 ez eas Anne Beaumanoir da Anaon e Kemper, d'an oad a 98 vloaz.

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Yad Vashem France, Beaumanoir Anne Dossier N°7291.
  2. Une vie d'Annette, documentaire écrit et réalisé par Nina Robert a Denis Robert, France, 2018, 52 minutes.
  3. 3,0 ha3,1 Le maitron - Dictionnaire biographique du mouvement ouvrier et du mouvement social, BEAUMANOIR ANNE ROGER Annette.
  4. 4,0 4,1 ha4,2 Ligue Suisse contre l'Épilepsie, Éloge funèbre d’Anne Beaumanoir.
  5. 5,0 ha5,1 Le maitron - Dictionnaire biographique du mouvement ouvrier et du mouvement social, JURESTAL Roland, Marceau, Albert alias Jean.
  6. 6,0 ha6,1 Comité Français pour Yad Vashem, Les Justes - Dossier n°7291.
  7. 7,0 ha7,1 Le Petit Bleu des Côtes-d'Armor, Dinan : Anne Beaumanoir a résisté jusqu'à 98 ans, d'an 9 a viz Meurzh 2022.
  8. 8,0 8,1 ha8,2 Ligue Française Contre l'Épilepsie, Hommage au Dr Beaumanoir.
  9. 9,0 ha9,1 L'Informateur - Corse nouvelle, Anne Beaumanoir, une Juste parmi les Nations, d'ar 16 a viz Ebrel 2010.
  10. Ouest-France, Côtes-d’Armor. Ancienne résistante, Anne Beaumanoir est décédée à l’âge de 98 ans, d'ar 7 a viz Meurzh 2022.