Fañch Peru

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Fañch Peru
Fañch Peru
Fañch Peru er gêr
Ganedigezh e 1940
e Ploubêr, e Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Kernigelled ar Goañv
Eus an aod vev d’ar c’hoad don
Glizarc'hant

Ur skrivagner brezhonek a Vro-Dreger eo Fañch Peru, ganet e 1940 e Keraofern (Ploubêr). Skrivet en deus un toullad levrioù, romantoù, eñvorennoù bugaleaj ha barzhonegoù, en ur yezh aes ha levezonet gant brezhoneg e gavell. Kelenner brezhoneg eo bet e Landreger, maer Koñfort-Berc'hed e Treger a-raok mont war e leve.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dad a oa botaouer-koad hag e vamm ostizez. Skoliataet eo bet e skol vihan Keraofern, skol Plouared, skol normal Sant-Brieg ha Roazhon. Komz a rae brezhoneg er gêr, hag aet war studi ar galleg e skol-veur Roazhon (CAPES war al lizhiri modern). Erruet e skol-veur Brest en deus studiet brezhoneg ha tudoniezh (Aotreegezh ha DEA).

Da c’houde eo bet kelenner galleg ha brezhoneg e skolaj ha lise Landreger eus 1965 da 1998, pa 'z eo aet war e leve, hag ivez sevenadur Breizh en I.U.F.M Sant-Brieg. Hiziv an deiz e kelenn diwar-benn gizioù kozh Breizh e skol-veur Brest (div eur bep sizhun).

Skrivagner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Ti ar Vro Treger ha Goueloù

Kroget eo da skrivañ e brezhoneg pa oa studier e Roazhon. Ur pezhig-c’hoari "Pennherez ar Genkiz" a zo bet embannet gant Brud e 1996. Goude-se en deus skrivet dreist-holl pennadoù e brezhoneg pe e galleg evit kazetennoù pe kelaouennoù: Le Trégor, Skol Vreizh, Ar Falz, Le Peuple Breton... Pa oa bihan e rae ivez kenstrivadegoù reizhskrivañ, ret e oa ober un enklask ha da c’houde sevel ur pennad-skrid diwar-benn an enklask-se. Staget en deus da skrivañ pennadoù modernoc’h evit e skolajidi (e 1970). A-benn ar fin en doa graet levrigoù gant ar pennadoù-se, hag e-pad 17 vloaz ur gronikenn bep miz, ha diwar-se ez eus bet embannet 4 levr kronikoù.

Pa oa yaouank e skrive pa'n deveze amzer, met abaoe m'emañ war e leve e skriv diouzh ar beure. Skrivañ a ra bep beure ur frazenn pe div war e gaieroù skol. Skrivañ a ra un toullad mennozhioù mesk-ha-mesk, dreist-holl diwar-benn e vugaleaj, an natur...

Roet ez eus bet dezhañ medalenn Marc'heger Urzh an Arzoù hag al Lizhiri gant ar Stad C'hall e 2002.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Enezenn an eñvor, 1991
  • An traoniennoù-glas, Embannadurioù Skol Vreizh, 1993. 135 p.
  • Kernigelled ar Goañv, 1997
  • Eus an aod vev d’ar c’hoad don, 2002
  • Glizarc'hant, Skol Vreizh, 2002: : Danevelliñ a ra buhez ur gêriadenn a Vro Dreger eus ar bloavezhioù 90 dre istor ur familh, hini ar Sidaner. El levr-mañ e kont gizioù an dud ha kemmadur o bed. Fañch Peru a ra taolenn ur gêriadenn test eus un amzer dremenet bez ‘zo ugent pe tregont vloaz. Ur romant kazi istorel eo neuze ken gwirion eo. Reiñ a ra da c'houzout buhez an dud er mare-se. Kinnig a ra lidoù hengounel an dud. Lusket e oa ar bloavezh gant ar pardonioù, hini itron Varia a Goñfort e Plouarmel an hini bouezusañ, Meurlarjez, ar c’hoarioù, an dañsoù, ar sonerezh, ar predoù, ar bistro, al labour-douar (maïz, loened, mekanikoù), ar besketerezh (ormela), ar garantez, ar politikerezh (manifestadegoù). An tudennoù alies a en em c’houlenn penaos e kemmo kevredigezh o hendadoù rak gwelout a reont ar mekanikoù bras o tont war-wel, ar saotradur (Amoco Kadiz), an distrujoù evel hini “koad an ametist” 'lec’h m’en em gave an amourousted evit kavout ar mein-se hag ar chaseourien evit preizañ, kudennoù an dilabour. Ur stourm a zo etre ar bed a-wechall hag ar bed o tont a-hed an istor.
  • Kañfarded Milin ar Wern, 2008

Kontadennoù ha danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur c'huzhiad avaloù douss-trenk (kontadennoù ha danevelloù berr), Skol Vreizh, Dastumad An Tri Aval, 1985.
Skridoù evit ar re yaouank[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Teñzor Run ar Gov (e gentañ levr evit ar grennarded), Skol Vreizh, Dastumad An Tri Aval, 1988. Skeudennet gant Ifig Troadeg.
  • Bugel ar c'hoad, Skol Vreizh, 1993. 71 p. Skeudennoù gant Ifig Troadeg, golo gant Nanda Troman
  • Gwaskado, Skol Vreizh, 2004. 81 p.
  • Eñvorennoù Melen, ki bihan rodellek, 1999
  • Bigorned-sukr ha bara-mel, Skol Vreizh, 136p, golo gant Yann-Luk Kloareg, 2014

Barzhonegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget eo Fañch Peru da skrivañ barzhonegoù diwezhatoc'h, war-dro ar bloavezhioù 1990. Ar c'hentañ levr barzhonegoù skrivet gantañ a oa divyezhek (Etrezek an aber sall).

  • Etrezek an aber sall / Vers l'estuaire salé. Skol Vreizh, 1995. Divyezhek. ("Fañch Peru a zo ganet e Kerofern, Ploubêr e 1940, etre ar « rinier vihan » hag ar « rinier vras » (al Leger). War vord ar stêrioù-mañ en deus tremenet ul lodenn vat eus e yaouankiz ha hiziv c'hoazh pa c'hell kaout hed c'har e teu da aveliñ, diavaez ha diabarzh. Evit kuilh ar vriad primskeudennoù-mañ en deus baleet a-hed al Leger eus ar vammenn betek an aber, tamm ha tamm, da bep seurt koulz eus an deiz, da bep seurt mare eus ar bloaz. An destenn c'halleg kinniget a-dal n'eo ket un droidigezh ger ha ger eus an destenn vrezhonek.")
  • Hentoù ar c'hornog (divyezhek), skrivet e 1998.
  • Va enezenn din-me deuet er-maez e 2000. (brezhoneg hepken)
  • Gwenojennoù hon huñvreoù (2007) (divyezhek)
  • Ur vuhez kazh, Une vie de chat, Skol Vreizh, 2010. Barzhonegoù bihan diwar-benn e gazh Ludu.
  • Kan ar stivell, 2012, (divyezhek)

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Koroll an Haiku, Skol Vreizh, 1999. 94 p. Ul levr da zeskiñ skrivañ an Haiku. Savet gant Kunihiko Fujii, troet e brezhoneg gant Alain Kervern ha Fañch Peru.
  • Levrioù barzhonegoù ar skrivagner saoz Roy Eales
  • C'hoarioù Breizh troet diwar ar galleg, diwar-benn c'hoarioù Breizh.
  • Lannion, luc'hskeudennoù Francis Goeller, Skrid gant Yvon Le Men, troet e brezhoneg gant Fañch Peru. Embannet gant Apogée, 2005. Dastumad : Les carrés d'Apogée. 47 p.

Kenlabour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]