Lara (levr)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kentañ pajenn golo al levr embannet e 1989.

Lara zo titl un dastumad trizek danevell gant Goulc'han Kervella, bet embannet gant Al Liamm e 1989 evit ar wech kentañ.

Al levr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-hed an trizek danevell amañ da-heul :

  • Charretour Doue
  • Al laer-amann
  • Un dro-besketa e Karanteg
  • Ar jubile
  • E bered ar mor
  • Ar gambr ruz
  • Porto-Vecchio
  • An ti bihan gwenn e-touez reier ar C'hleger
  • Lara
  • Iz 2000
  • Ar peñse-marv
  • Nedeleg e Porzh-Trein
  • Va zroiad er gêrbenn

e ro tro Goulc'han Kervella d'e lennerien da weladenniñ ur bed hag a anavez-eñ mat : hini ar medisinerezh, ha kement-mañ dre ar vedisined o-unan, ar c'hleñvedoù hag ivez ar… follentez.

N'ankoua ket an oberour ober un droiadig eus tu an dreistnatur koulz d'ar from ha d'ar mousfent evel-just.

An eil embannadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2002 eo bet adembannet dindan an titl Lara gant An Here - Al Liamm al lod brasañ eus an danevelloù a yae d'ober al Lara kentañ bodet gant danevelloù bet embannet e 1999 en dastumad E vrennigen ziwezhañ, gant ur rakskrid gant Herve ar Bihan.

Ne oa ket bet adembannet an danevelloù-mañ :

  • Iz 2000
  • Ar peñse-marv
  • Nedeleg e Porzh-Trein
  • Va zroiad er gêrbenn.

Ha kavout a reer ar re-mañ (a denn d'an hevelep temoù) :

  • O talc'her ostaleri
  • E vrennigenn ziwezhañ
  • Ar mab medisin
  • Ar pellgomz.