Tour-tan ar Paun
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Tourioù-tan | |
---|---|
Tour-tan ar Paun | |
![]() | |
Lec'hiadur | 48° 51' 55" N - 2° 59' 09" K |
Bro | Breizh |
Savet e | 1858-1860 ; adsavet e 1947-1949 |
Uhelder | 23 m |
Uhelder diwar live ar mor | 23 m |
Hed-gwel | 19 mil mor |
Gouloù | 1 sked gwenn, bep 5 eilenn |
Gweladenniñ | ne reer ket |
Annezet | n’eo ket |
Emgefreekadur |
Tour-tan ar Paun zo un tour-tan savet war ur garreg e beg norzh Enez Vriad, e Mor Breizh. Emañ war-dro 1600 metr diouzh tour-tan ar Rozedoù.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet e voe ur raktres kentañ da sevel un tour-tan eno e 1855. Echuet e voe al labourioù e 1860. Un tour karrezek a oa bet savet, gant ur gouloù ruz digemm, hag adtiez. E 1880 e voe lakaet ur gouloù disheñvel, ruz ha gwenn, hag e 1895 unan all c’hoazh, gwenn, ruz ha gwer, digemm atav.
E dibenn an Eil Brezel-bed, e 1944, e voe lakaet an tour-tan da darzhañ gant soudarded alaman. E 1949 e voe adsavet unan all en hevelep lec’h, gant mein ruz. E-lec’h ar gouloù kozh, dre betrol, e voe lakaet unan tredan ha diwar neuze e oa emgefreek an tour-tan, hep gward ebet ennañ.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tour-tan ar Paun (Glad, renabl ar glad e Breizh)
- Phares à travers le monde Skeudennoù eus tour-tan ar Paun
- Tour-tan ar Paun, el lec'hienn Phares de France
- Tour-tan ar Paun (Phares et Feux des Côtes de France)