Mont d’an endalc’had

Enez-Vriad

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Enez Vriad)
Enez-Vriad
Enez-Vriad
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Île-de-Bréhat
Bro istorel Goueloù Goueloù (Banniel Bro-Sant-Brieg Sant-Brieg)
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Pempoull
Kod kumun 22016
Kod post 22870
Maer
Amzer gefridi
Olivier Carré
2020-2026
Etrekumuniezh hini ebet
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 429 ann. (2023)[1]
Stankter 148 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 50′ Norzh
2° 59′ Kornôg
/ 48.83, -2.98
Uhelderioù kreiz-kêr : 26 m
bihanañ 0 m — brasañ 34 m
Gorread 2,90 km²
Lec'hiañ ar gêr
Enez-Vriad

Briad pe Enez-Vriad a reer eus un enezenn hag ivez eus ar gumun war ar memes enezenn, e kanton Pempoull, e Bro-Oueloù hag e departamant Aodoù-an-Arvor e Breizh.

An enezenn vrasañ eus enezeg Briad eo. Emañ a-vaez d'an aod etre genoù an Trev ha bae Sant-Brieg, nepell diouzh Plaeraneg, er su, ha Pempoull, er reter, eo ivez. Tachenn ar gumun a zo enni ivez ur bern reier hag enezennoùigoù tro-dro.

Kumunioù amezek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Insula Brihiacum e 1083, Brehat e 1084, Brihiat e 1148. Marteze eus "briga", un dorgenn e galianeg (kenveriet gant ar ger brezhoneg "bre").

  • Kavet e voe merkoù un annezadur eus an neolitik.
  • 31 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,05 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].

En trevadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[5].

Ya d'ar Brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • D'an 19 a viz Kerzu 2009 e oa bet votet live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun da dizhout live 1.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Monumant ar re varv.

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Rouantelezh-Unanet 4 (Morlu) (3 anezhe chomet dianv)
Hollad 4

Marvet int e-pad an Eil brezel-bed[6].

Maouezed o lakaat kaoc'h-saout da sec'hañ, en Enez Vriad.

Boas e oa an dud paour da lakaat kaoc'h-saout da sec'hañ pa n'o doa ket koad d'ober tan.

Emdroadur ar boblañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
abaoe 1793

[7]

abaoe 1962
  • Jacquette de Bretagne, itron Briad, merc'h Arzhur III (dug Breizh), pried Arthur Brécart, skoedour Arzhur III, konetabl Roazhon ha kabiten Mervent, ar Coudray-Salbart ha Sant-Albin-an-Hiliber. He ardamezioù voe dibabet evel re enez Vriad.
  • Colette (1873-1954) zo bet o chom ur prantad amzer en enez Venniged e ti ur mignon.
  • Marc Chagall (1887-1985) en deus livet e 1924 Ar prenestr war Enez Vriad, miret e Kunsthaus Zurich[8].
  • Marie-José Chombart de Lauwe (1923), rezistantez ha sokiologourez.
  • Bernard Buffet (1928-1999), livour.
  • Erik Orsenna (1947), skrivagner bet graet e annez eno e-pad un toullad bloavezhioù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. 1 2 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  3. ↑ Pertes USAAF Finistère
  4. ↑ Pertes RAF
  5. ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  6. ↑ Commonwealth War Graves Commission
  7. ↑ EBSSA
  8. ↑ Dastumad Marc Chagall er Vereinigung Zürcher Kunstfreunde.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.