Marie-José Chombart de Lauwe
Marie-José Chombart de Lauwe a zo ur rezistantez vreizhat, ganet d'an 31 a viz Mae 1923 e Pariz.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Adrien Wilborts, pediatrour, ha da Suzanne Wilborts, amiegez. Bevañ a raent e Pariz, ma oa he zad o labourat. E 1936 ez eas eñ war e leve, hag ez ejont asambles da vevañ da Vriad, an enezenn ma oa he mamm-gozh o chom.
Eil Brezel bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1940 en em gavas an Alamaned e Briad ha rekizañ a rejont an tier. Marie-José Chombart de Lauwe a grogas da gas kemennadennoù evit “La Bande à Sidonie”, ur rouedad rezistanted krouet gant he mamm evit kas tec’hourien da Vro-Saoz. Tud zo eus Enez-Vriad a grogas d’en em aozañ a-enep an alouberien. Mont a rae ar bagoù a-roeñv, en nozvezhioù hep loar ebet, evit mont da Vro-Saoz. Rannet e oa aozadur ar rouedad etre Landreger, Lannuon, Perroz-Gireg ha Pempoull.
E 1941 e krogas gant he studioù medisinerezh e Roazhon, ar pezh a roas tro dezhi da gaout ul lez-tremen en un takad difennet. Harzet e voe rezistanted an aod.
E 1942 abalamour d'un implijad liammañ nevez, « Georges », un treitour hag a labour evit an Abwehr, e voe harzet e voe Marie-Jo d'an 22 a viz Mae 1942 e ti he lojerez. Dirak an ti e oa ur stokadenn du o c'hortoz anezhi. Amzer he doe da lezel ur gerig war daol ar gegin : « Je suis arrêtée. Prévenir famille et amis. » Toullbac'het e voe gant an arme alaman e Roazhon, ha goude-se en Añje. Eno e adkavas he zud hag unnek ezel all eus he rouedad titouriñ ha tec'hadur, a oa bet harzet ivez.
Mari-Jo a voe kondaonet d'ar marv, met he c’hastiz a voe kemmet, hag hi da vezañ deportet neuze a-benn ar fin evel NN. Kaset e voent asambles gant an NN all d'an 2 a viz Meurzh 1945 da vMauthausen. Ac’hann e oant bet dieubet d'an 21 a viz Ebrel ha skarzhet.
Stourmerez evit gwirioù mab-den
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1945, d'ar 1añ a viz Mae, en em gavas e Pariz ha goude-se e tistroas da Enez-Vriad.
Adkregiñ a reas gant he studioù mezegiezh. Dimeziñ a reas da Paul-Henry Chombart de Lauwe. Eus o unaniezh e oa bet ganet pevar bugel : Marie, Noëlle, Jean-Marie ha Pascal.
Kregiñ a reas en-dro gant ar stourm a-enep ar jahinerezh e-pad brezel Aljeria. E 1954 ez krogas da labourat er CNRS ha kenlabourat a reas gant Georges Heuyer, penn-servij psikopediatriezh en ospital ar Pitié-Salpêtrière.
Ezel eo eus Kevre gwirioù mab-den. Ezel eo eus Kevread broadel ar rezistanted hag ar vrogarourien (FNDIRP) hag abaoe 1996 ez eo prezidantez an Diazezadur evit koun an deporterezh.
E 2015 he deus embannet he eñvorennoù, Résister toujours.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvet e oa bet Kroaz Veur al Lejion a enor e 2012 gant ar prezidant François Hollande. Ar Groaz Veur eo ar renk uhelañ eus an ensavadur-se. Marie-José Chombart de Lauwe a oa Ofiser Meur abaoe 2008.
Skolaj Pempoull a zoug hec'h anv.