Jacques Le Brigant

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur yezhoniour oa Jacques Le Brigant. Ganet eo bet d'an 18 a viz Gouere 1720 e Pontrev. Aet eo da Anaon d'an 3 a viz C'hwevrer 1804 e Landreger.

Goude bezañ studiet evit bezañ alvokad en em lakaas da studiañ an istor.

E studioù war an hendraoù keltiek a gasas anezhañ da Straßburg ma labouras gant Oberlin, yezhadurour brudet.

E 1779 ec'h embannas ul levr anvet Élémens (sic) de la langue des Celtes Gomérites, ou Bretons : Introduction à cette langue et, par elle, à celles de tous les peuples connus.

Kendrec'het e oa e teue holl yezhoù ar bed, hebraeg, sañskriteg, iwerzhoneg pe patagoneg, diwar ar brezhoneg.

Kenlabourat e reas gant Théophile-Malo Corret de La Tour d'Auvergne a gemeras plas e vab yaouankañ evel greunadour da 53 bloaz.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 500 Bretons à connaître gant Jean-Loup Avril, embannadurioù L'Ancre de Bretagne, 1989.