Mont d’an endalc’had

Théophile-Malo Corret de La Tour d'Auvergne

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Théophile-Malo Corret de La Tour d'Auvergne
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
LealdedRouantelezh Bro-C'hall Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denThéophile-Malo de La Tour d'Auvergne-Corret Kemmañ
Anv-bihanThéophile Kemmañ
Anv-familhLa Tour d'Auvergne, Corret Kemmañ
MoranvPremier Grenadier de la République Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Kzu 1743 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKaraez-Plougêr Kemmañ
Deiziad ar marv28 Mez 1800 Kemmañ
Lec'h ar marvOberhausen Kemmañ
Lec'h douaridigezhPanthéon Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherofiser, arkeologour Kemmañ
Bet war ar studi ePrytanée National militaire Kemmañ
BrezelBrezelioù an Dispac'h Gall, Brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet Kemmañ
Prizioù resevetnames inscribed under the Arc de Triomphe Kemmañ

Ganet eo bet Théophile-Malo Corret de La Tour d'Auvergne e Karaez d'an 23 a viz Kerzu 1743. Soudard en armeoù Frañs eo bet ha keltiegour ivez. Mervel a reas e Bavaria d'ar 27 a viz Mezheven 1800.

Alvokad oa e dad. Studiet en deus e skolaj ar Jezuisted e Kemper. Degemeret e voe e-touez ar Vouskederien ruz. Ezel eo bet eus rejimant Angoumois. Taolioù-kaer a reas en arme an dug a gCrillon enep ar Saozon. Anvet e voe da gapiten e 1785 goude 20 vloaz tremenet en arme. Treiñ a reas a-du gant an Dispac'h e 1789 ha nac'h a reas kuitaat Frañs. Ur soudard heverk e voe en armeoù ar Vodadenn (Convention) hag ezel e voe eus ar "Steudad ifernel" ("Colonne infernale") a aloubas traoñienn Orreaga-Roncesvalles e 1794.

En em lakaat a reas da studiañ ar yezhoù keltiek asambles gant Jacques Le Brigant. E 1792 ec'h embannas ul levr anvet ''Nouvelles recherches sur la langue, l'origine et les antiquités des Bretons''.

E 1796, da 53 bloaz, e tistroas d'an arme evel greunadour evit kemer plas mab yaouankañ Jacques Le Brigant en doa kollet tri mab e brezelioù ar Republik. Bez eo voe da gentañ en arme Alamagn, goude e hini Helvetia hag e hini ar Roen evit echuiñ. Roet e voe dezhañ ur sabrenn a enor hag an titl a "gentañ greunadour armeoù ar Republik" gant ar C'hentañ Koñsul.

Lazhet e voe e-kerzh un emgann e-kichen Oberhausen d'ar 27 a viz Mezheven 1800, treuzet e galon gant un taol goaf.

Kalz ruioù ha plasennoù a zoug e anv e Breizh hag e lec'h all.

  • 500 Bretons à connaître gant Jean-Loup Avril, embannadurioù L'Ancre de Marine, 1989.