Mont d’an endalc’had

Sterenn (kelaouenn)

Eus Wikipedia

Sterenn a oa ur gelaouenn lennegel hollvrezhonek ha miziek, embannet e Brest dindan renerezh Roparz Hemon etre Genver 1941 ha 1943. A daouzeg ermeziadenn gentañ a voe deiziadet gant pep miz ar bloaz 1941 ha studiadenn douaroniezh a zeuas er maezh e 1943 hep niverenn. Pa voe pep a embannadenn un unskrid hep lodenn ar gelaouenn all[1] eo da welout Sterenn evel adsevel al Levraoueg Gwalarn hag e voe bet enteuzet er gelaouenn Gwalarn e 1937.

Stumm ha perzhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ment in-folio (22 cm) a oa dezhi gant 60-100 pajenn war baper tev gant ur golo e paper peuzparch. Dek lur e oa ar priz dre niverenn ha 100 lur ar c'houmanant bloaz. Pemp niverenn a yae d'ober ul levrenn.
Evel Skridoù Breizh meret gant Florentin Goinard ha Suzanne le Masurier-Derrien e voe moullet Sterenn war waskerelloù Moullerezh an Dépêche de Brest, "17 ru Algésiras" (merket evel-se), ma voe hemañ kentañ rener kenwerzhel an ti.

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Boîte postale 75 – Brest e oa chomlec'h-post ar gelaouenn, met ar chekennoù hag al lizhiri-arc'hant a zlee bezañ kaset da chomlec'h Roparz Hemon, 12 place de la Tour d'Auvergne – Brest ha 110 boulevard de Metz – Roazhon da c'houde[2]. Chomlec'h ar merour, Gwilherm Berthou-Kerverzhiou, 12 rue Puebla, Lambézellec e oa ar chomlec'h pennañ.

Liesseurt-tre eo dodennoù an oberennoù pa gaver barzhoniezh, c'hoariva, istor ar brezhoneg, eñvorennoù ha studiadennoù nann-lennegel. Paneve oberenn a-bouez Maodez Glanndour, netra da weled gant al lennegezh vrezhonek a-vremañ a voe dachenn Gwalarn. Ur seurt astenn d'ar gelaouenn evit an oberennoù diesoc'h da lenn.
An teir niverenn diwezhañ a voe skridaozet ha kempennet gant Abeozen hag eñ a oa e genlabourer evit Radio-Roazhon war ar pemdez er mare-se[3]. Ne c'hellas ket Roparz Hemon lakaat ar gelaouenn da badout pelloc'h eget 12 miz, ken sammet e oa gant e gargoù (Radio-Roazhon, Framm keltiek, kelaouennoù all). Ul levrenn ustitlet Sterenn hep niverenn a zeuas er-maez e 1943.

Roll an embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Maodez Glanndour, Imram (Merdeadur), Genver 1941. Barzhonegoù
  2. Farnachanavan, Ar grilheta e Breiz, C'hwevrer 1941. Studiadenn
  3. William Shakespeare, MakBez, troet gant Roparz Hemon, Meurz 1941. C'hoariva saoznek
  4. Frañsez Vallée, Eñvorennou beaj, eil levrenn, Ebrel 1941. Danevell beaj.
  5. Frañsez Vallée, Eñvorennou ur brezonegour, emvuhezskrid, Mae 1941
  6. Paskal Kerenveier, Ar Farvel goapaer, kempennet gant Roparz Hemon, Mezeven 1941. C'hoariva gallek.
  7. Abeozen, Yezhadur ar brezhoneg krenn, Gouere 1941. Krennvrezhoneg.
  8. Frañsez Vallée, Eñvorennou beaj, trede levrenn, Eost 1941. Danevell beaj
  9. Skridou brezhonek krenn, kempennet gant Abeozen, Gwengolo 1941. Krennvrezhoneg
  10. Abeozen, Geriadurig brezonek krenn, Here-Du 1941.Krennvrezhoneg
  11. Tri glac'har an danevellañ, troet gant Roparz Hemon, Kerzu 1941. Troouriezh

E-maez ar steudad hag ustitlet Sterenn : Lan Devenneg, Traoniennou ha kaniennou-mor, studiadenn douarstummadouriezh<, 1943.

  1. Ur geriaoueg pe ur roll pennadoù a gaver gwezh a gwezh goude an oberenn-ditl.
  2. Goude bezañ bet aet da Roazhon war ar pemdez evit merañ skingasadennoù brezhonek Radio-Rennes e kollas R. Hemon e di (ha darn eus e baperoù) goude ma voe bombezennet e miz Ebrel 1941.
  3. Ronan Calvez, La Radio en langue bretonne : Roparz Hemon et Pierrre-Jakez Hélias…, PUR-KEBBK, 2000.