Loeiz Andouard
Loeiz Andouard | |
---|---|
![]() Loeiz Andouard e Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion e 1973 | |
Anv pluenn | L.F.A., Erel Keralban, Farnachanavan, Abherhel |
Obererezh | Skrivagner |
Ganedigezh | d'ar 16 a viz Even 1904 e Binig |
Marv | d'ar 14 a viz Even 1985 e Pleherel, ![]() |
Yezh skrivañ | brezhoneg |
kemmañ ![]() |
Loeiz Andouard (Louis Fernand Andouard e marilh ar boblañs) a zo ur skrivagner brezhonek hag ur c'helaouenner a vicher war dachenn traoù ar mor hag ar peskerezh. Ganet eo bet e Binig d'ar 16 a viz Even 1904 ha marvet e Pleherel e 1985.
Skrivet en deus o sinañ gant an anvioù-mañ : Farnachanavan, Erel Keralban, Aberhel, L.F.A.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mab e oa da Loeiz Andouard, brigader er maltouterezh, ha da Adelaide Flouas.
E 1921 ez eas da Skol ar Verdeadurezh-kenwerzh e Pempoull hag e tapas un testeni kabiten-hirdreizher. Etre an Havr-Nevez ha Madagaskar e verdeas war listri-kenwerzh, met pa darzhas an enkadenn armerzhel e 1931 e voe dislestret.
Kavout a reas ul labour kelaouenner er gelaouenn "La Voix du Marin" e Sant-Maloù.
Dimeziñ a reas e 1935 gant Fant Rozeg-Meavenn ha tri bugel o devoe. Goude ma oa echu desevel anezho e tivizjont terriñ an dimeziñ e 1969 hep mirout un enebiezh bennak etrezo.
Mignon e oa da Yann Sohier ha kalz a zarempredoù en doe gant skrivagnerien vrezhonek evel Roparz Hemon ha gwalarnerien all.
E 1941 e teuas da vezañ pennskridaozer ar gelaouenn Arvor bet krouet gant Roparz Hemon.
Bevañ a reas e Pariz etre 1943 ha 1969. Reiñ a reas kentelioù brezhoneg e Kêr Vreizh hag ober a reas wardro ur strollad c'hoariva. Skrivet en deus pennadoù evit Al Liamm hag Hor Yezh.
Deskiñ a reas iwerzhoneg ken e c'hellas treiñ barzhonegoù ha danevelloù iwerzhonek e-leizh. Goude e varv e voe embannet e c'h-Geriadur Iwerzhoneg-Brezhoneg echuet gant Éamon Ó Ciosáin (Mouladurioù Hor Yezh, 1987).
Oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Studi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar grilheta e Breizh, studiadenn. Sterenn, niverenn 2, 1941
- Brezhoneg ar Mor, Hor Yezh, 95, 1974
- Jakez Karter, moraer ha kavadenner brudet Kanada, Mouladurioù Hor Yezh, 1984, 144 p.
- Lestr Jakez Karter, skrivet gant Dan Lailler, skeudennet gant François Vincent, Loeiz Andouard, Gwendal Denez ha Pêr Denez o deus graet evezhiadennoù war c'heriaoueg ar mor. An Here, 1984.
- Geriadur Iwerzhoneg-Brezhoneg, gant Eamon O Ciosain, Mouladurioù Hor Yezh, 1987, 240 p
Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eun hir a gousk, hervez Washington Irving, Gwalarn, niv. 52/3, 1933
- Pa gan ar galon, hervez Douglas Hyde, Gwalarn 90/5, 1936
- Isagan, gant Padraic Mac Piarais, lakaet e brezhoneg gant Loeiz Andouard, skeudennaouet gant Juliana Brohan. Imbourc'h, 1979. 200 pajennad.
Kenlabour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kenlabouret en deus gant meur a gelaouenn vrezhonek : Gwalarn, Breiz Atao, Kornog, Studi hag Ober, Sterenn, Arvor, Kaieroù Kristen, Al Liamm... Gwelout Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien (p. 19-20), Lukian Raoul, Al Liamm, 1992.432 p.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Loeiz Andouard, ur stourmer kalonek ha divrall, pennad gant B. an Nail, Al Liamm niv. 232, 1985.