Washington Irving
Washington Irving | |
---|---|
![]() Dagerreotip eus Washington Irving | |
Anv pluenn | Geoffrey Crayon Dietrich Knickerbocker Jonathan Oldstyle |
Obererezh | Daneveller, skridarnodour, buhezskridour |
Ganedigezh | d'an 3 a viz Ebrel 1783 e New York |
Marv | d'an 28 a viz Du 1859 e Tarrytown, New York |
Yezh skrivañ | saozneg |
Sinadur | ![]() |
kemmañ ![]() |
Washington Irving (3 a viz Ebrel 1783 e New York - 28 a viz Du 1859 e Tarrytown, New York) a oa ur skrivagner stadunanat.
Mab da genwerzhourien e oa ha studioù gwir a reas a-raok mont da alvokad. Meur a wech e veajas da Europa ; bevañ a reas en Izelvroioù, e Londrez, e Pariz, e Spagn. Kannadour ar Stadoù Unanet e Spagn e voe etre 1842 ha 1846.
Kregiñ a reas da skrivañ e 1802, pa gasas pennadoù d’ar gazetenn Morning Chronicle, sinet gant an anv-pluenn Jonathan Oldstyle. Brud a dapas goude pa voe embannet The Sketch Book of Geoffrey Crayon, Gent, e 1819-1820. Derc’hel a reas da skrivañ ha da embann a-hed e vuhez hag echuiñ a reas skrivañ buhez George Washington, e pemp levrenn, un nebeud mizioù a-raok e varv, d’an oad a 76 vloaz. Gant e skridoù flemmus diwar-benn ar vuhez en Europa hag er Stadoù Unanet, ouzhpenn buhezskridoù tud anavezet evel Mohammed pe Kristol Goulm, e voe ar skrivagner stadunanat kentañ o tapout brud dre ar bed a-bezh. Broudañ a reas skrivagnerien all eus ar Stadoù Unanet da genderc’hel da skrivañ, evel Nathaniel Hawthorne, Herman Melville, Henry Wadsworth Longfellow pe Edgar Allan Poe. Anavezout a reas skrivagnerien eus Europa, evel Walter Scott, Lord Byron, Thomas Campbell, Francis Jeffrey ha Charles Dickens. Dickens a reas Irving anaoudegezh gantañ pan eas d'ober e veaj da SUA, ha goude en em weljont ivez e Londrez. Klask a reas Irving ober eus ar skrivañ ur gwir vicher ha goulenn a reas ma vije lezennoù strishoc’h da wareziñ gwirioù ar skrivagnerien, evel ma c'houlenne ivez e vignon Dickens.
Un nebeud oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- A History of New York, from the Beginning of the World to the End of the Dutch Dynasty (1809)
- The Sketch Book of Geoffrey Crayon (1819/1820)
- The Legend of Sleepy Hollow (1820)
- Bracebridge Hall (1822)
- Tales of a Traveller (1824)
- The Conquest of Granada (1829)
- An eured er bed all, danevell troet gant Roparz Hemon, Al Liamm, niv. 128, Mae-Mezheven 1968.
- Un hir a gousk, danevell troet gant Erel Keralban, Gwalarn, niv. 52/53, 1933
Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Oberennoù Washington Irving er Wikimammenn saoznek.