Brezhoneg ar Mor
Brezhoneg ar Mor zo titl ul levr gant Loeiz Andouard hag a oa bet embannet gant Hor Yezh e miz Mezheven 1973 da gentañ-penn, a-raok bezañ embannet en-dro e 1983 gant Mouladurioù Hor Yezh.
Al levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hant c'hwec'h pajenn ha tregont anezhañ a ya d'ober ur geriadur gallek-brezhonek eus geriaoueg ar mor. Skrivet e peurunvan, rummet eo ar gerioù hervez urzh al lizherenneg. Nevezc'her ebet ennañ dre ma ne oa bet dastumet nemet gerioù a veze graet gante gant an dud a vor war ar pemdez. Skeudennaouet eo an oberenn-mañ war-bouez an naontek skeudenn amañ dindan :
- Merkoù bezioù kozh e stumm eorioù,
- Eorioù kozh hag a-vremañ,
- Lestr-balumeta kozh,
- Biskinenn eus Konkaven,
- Nadoz-vor ar Vretoned,
- Bigi kregin war an traezh,
- Roued-pesked,
- Morskoul,
- Sturioù ar bagoù bihan ha bras,
- Higennoù,
- Goueletenn islandat,
- Al lestr-grilhek “Kador”,
- Nadoz hag estell,
- Anahita,
- Gouel gornek,
- Bag sardin kozh,
- Bag-toun dre lien,
- Bag-toun selenner,
- Teir-gwern morueta eus Sant-Malo.
Un nebeud stagadennoù a gaver ivez e dibenn al levr : ar Skeul Beaufort (Nerzh an avel), Hentoù ur vag hervez an avel, Anvioù bagoù (hervez ur roll savet gant Kerlannn) ha Gouelioù un teirgwern vark hag he c'herdin-red.