Binig
Binig | ||
---|---|---|
![]() | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Binic | |
Bro istorel | Bro-Sant-Brieg (Goueloù) | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Sant-Brieg | |
Kanton | Staol (2015-2016) Plouha (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22007 | |
Kod post | 22520 | |
Maer Amzer gefridi | Christian Urvoy[1] 2014-2016 | |
Etrekumuniezh | KK Su Goueloù | |
Bro velestradurel | Bro Sant-Brieg | |
Lec'hienn web | www.ville-binic.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 800 ann. (2014)[2] | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 10 m bihanañ 0 m — brasañ 86 m | |
Gorread | 5,96 km² | |
kemmañ ![]() |
Binig a oa ur gumun en arvor kanton Plouha, e Bro-Oueloù hag e departamant Aodoù-an-Arvor e Breizh, war lez ar stêr Ig. Kendeuzet e oa gant Staol d'ar 1añ a viz Meurzh 2016 d'ober ur gumun nevez: Binig-Staol[3].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lesanvet eo Binig "takad karantez Aodoù-an-Arvor". Poblet eo ar gumun abaoe 3 000 bloaz a-raok JK. Eno e oa un daol-vaen lesanvet "la table de Margot", distrujet e 1816 e-pad labourioù ar porzh. E mare ar Grennamzer e oa rannet ar gêriadenn etre div barrez: Staol en norzh, ha Porzhig er su. Marc'hadoù bras a veze dalc'het er porzh. Da vare an Dispac'h bras e oa bet pouezus galloud ar pennoù bras e Binig, a-drugarez da binvidigezhioù degaset gant ar moru ("ar peskerezh bras"). Diwezhatoc'h, e 1821, e oa krouet ar gumun da vat, gant harp an dugez Angoulême, c'hoar da Loeiz XVI. Ar maer kentañ e oa François Le Saulnier de Saint Jouan, un armatour brudet, kenderv da Robert Surcouf. E 1821 e oa 1 611 annezad e Binig. E 1845 e oa Binig war ar renk kentañ evit ar pesketa moru, e Bro-C'hall. Etre an daou vrezel e oa bet meur a cheñchamant evit obererezhioù ar porzh. Dilezet e voe ar peskerezh bras tamm-ha-tamm.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 75 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,18 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 30 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: mervel a reas daou vilour.
- Brezel Aljeria: mervel a reas ur soudard e 1958.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Loeiz Andouard, den a vor, kelaouenner ha skrivagner brezhonek, e 1904.
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Christian Urvoy, kuzulier war ar stummañ war e leve, maer abaoe 2008 (PS).