Pêr Yann Nedeleg
Pierre-Jean Nédélec | |
---|---|
Obererezh | Beleg Kelenner, Diellour Dastumer, Troer |
Ganedigezh | D'an 28 a viz Meurzh 1911 e Ploneour-Lanwern, ![]() |
Marv | D'an 1añ a viz Mezheven 1971 Kemper, ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
kemmañ ![]() |
Pêr Yann Nedeleg, ganet e Ploneour-Lanwern d'an 28 a viz Meurzh 1911, marvet e Kemper d'ar 1añ a viz Mezheven 1971, a oa ur beleg en deus bet skrivet brezhoneg ha kelennet ar yezh-se e kloerdi Kemper,
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloaz goude bezañ beleget e voe anvet da gelenner e kloerdi bras Kemper hag eno e kelennas istor ha brezhoneg d'ar gloareged yaouank. Mignon e voe Pêr Yann Nedeleg gant Maodez Glanndour, en doa anavezet e Roma, ha ganto o-daou e voe krouet ar gelaouenn vrezhonek kristen Studi hag Ober. War urzh an eskob e rankas an aotrou Nedeleg paouez da vezañ rener ar gelaouenn e 1941.
Gant an aotrou Nedeleg e voe lakaet embann e 1942 Leor nevez kantikou brezoneg an eskopti, ennañ kantikoù kempennet gantañ[1]. Gant danvez e gentelioù brezhoneg er c'hloerdi e savas ur Yezadur ar brezoneg a voe echuet gantañ e 1943, met na voe ket embannet e stumm ul levr.
Etre 1969 ha 1971 ez embannas meur a gaier eus Kenvreuriez ar Brezoneg evit reiñ skridoù brezhonek da veleien eskopti Kemper. Troet e oa an aotrou Nedeleg gant an istor ivez hag e penn ar Société Archéologique du Finistère e voe etre 1965 ha 1969[2].
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon, Brest, Moulerez ru ar C’hastel, 1942, 207 p. hep tonioù.
- Yezadur ar Brezoneg, Lesneven, 1943, 108 p.
- Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon. 1946, Kemper, Guivarc’h–Le Goaziou, 1946, 232 p. gant tonioù.
- gant Joseph Le Marrec, Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon, Kemper, Guivarc’h–Le Goaziou, 1946, 202 p. gant tonioù.
Levr oferenn e brezhoneg :
- Leor-overenn evid an aoter, Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon, 1970, 52 p. ment bras,
- Komz Doue en overenn, levr T, Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon, 1972, 159 p.
(al levrennoù da heul eus levr-oferenn-mañ a vo embannet gant ar chaloni Fañch Elard etre 1972 ha 1974).
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Semaine Religieuse de Quimper et de Léon, 1936, p. 806 ; 1937, p. 268 ; « Rak-Skrid » eus Kantikou Brezonek 1946, p. 5-6 (lenn enlinenn). Gwelit Hervé Queinnec, « Le Kantikou Brezonek de 1942 et 1946 » war lec'hien eskopti Kemper ha Leon.
- ↑ Bulletin de la Société Archéologique du Finistère, 1972, p. 495-496.