Kuzul ar Brezhoneg
'Kuzul ar Brezhoneg’ (KAB) zo ur c'hevredad aozadurioù oberiant war dachenn ar brezhoneg, embannerien vrezhonek an darnvuiañ anezho, krouet d’ar 1añ a viz Kerzu 1952[1]. En derou e voe un reolenn e-keñver implij ret ar reizhskrivañ peurunvan evel ma diskoueze doare-skrivañ ar ger « brezhoneg ». Pelloc’h pa voe poulzet ar reizhskrivadur skolveuriek[2] gant ar c’hevredad aozadurioù Emgleo Breiz, e 1955, e savas ur seurt brezelig etrezo, a c’heller envel Brezel reizhskrivadurioù ar brezhoneg. Hiziv e impli Kuzul ar Brezhoneg un nebeud gopridi evit kinnig labourioù skignañ d’e izili ha labourioù kent-moullañ, treiñ ha jubenniñ e brezhoneg da neb a fell dezhañ o pourchas.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe e dibenn 1951 da vodañ an aozadurioù a rae gant ar peurunvan (anvet ar brezhoneg unvan en embannidigezh gentañ). Un tamm amzer e pads ar staliadur pa ne voe kelou roet gant ar gelaouenn Al Liamm a-raok 1958 da geñver un emvod dalc’het e Gwengamp e 1957.
Savet ez eus bet gant Renerien ar C'hevredadoù meneget amañ war-lerc'h « UR C'HUZUL AR BREZHONEG ». Pal ar C'huzul a vo harpañ e pep feson al labour graet evit ar yezh : bruderezh, dastum arc'hant, ha difenn gwirioù ar Brezhoneg Unvan.
- Skourr Breizh ar C'hendalc'h Keltiek.
- Al Liamm.
- Kevredigezh ar Skrivagnerion.
- Ar Vro.
- Barr-Heol.
- Ar Bedenn evit ar Vro.
- Skol (Association bretonne d'éducation nouvelle).
- Hor Yezh.
- Skol Ober.
- Mouladurioù ar Bibl.
- Kamp ar Vrezhonegerion
Tud pe strolladoù all a c'hello bezañ degemeret e-barzh ar C'huzul diwar o goulenn... Kargañ a ra ar C'huzul, an Aotrou Klerg da ziazezañ ur Burev. Graet e Gwengamp d'an 2 a viz Du 1957. Teñzorer (ha karget eus ar bruderezh) : Louis Morvezen fils, 6, avenue de la Gare, Concarneau.’’
Al Liamm, niv. 66, Genver-C'hwevrer 1958.
Pa voe krouet Emgleo Breiz, ar c'hevredad kevarzheoù sevenadurel breizhek, ur reteradur politikel rannvroelour dezhañ, ha goude bezañ bet dibabet ur reizhskrivadur nevez, ar skolveurieg. Tabutoù politikel ha lennegel a renas an div gostezenn, pa savas un ti-embann Emgleo Breiz e 1955 hag a zalc'has da rebechiñ da aduidi ar peurunvan bezañ bet mignoned d'an Nazied e-pad an Eil Brezel-bed.
Seiz bloavezh goude e lenner e-barzh ar gelaouenn Ar Vro-Gwirionez (niv. 30) 44 pajenn dediet da ginnigadur Kuzul ar Brezhoneg hag 18 pennad evit kinnig an 16 ezel (lakaet eo bet Al Liamm div wezh, kelaouenn, embannadurioù ha dastumadenn Levrioù ar Vugale). Aet eo "Ar Bedenn evit ar Vro" da "Unvaniezh Speredel Vreizh" ha "Mouladurioù ar Bibl" da Embannadurioù ar Bibl". War wel eo aet 5 ezel ouzhpenn : Ar Bed Keltiek, SADED, Skaouted Bleimor, Preder, Skingomz ha Skinwel[3]. E kinnigadur ar C'huzul ez eo embannet m'eo resis ha kreñv an hengoun a ya (gantañ) . "Hêr eo da savelennoù staliet gant Breuriezh Veur ar Brezoneg ha…… tadoù ar yezh : Ernaod, Vallée, Meven Mordiern ha Roparz Hemon war o heul".
Palioù ha mont en-dro hollek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nevezet eo bet pal Kuzul ar Brezhoneg war e lec'hienn Web :
Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel. Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù a ya en-dro e brezhoneg war dachennoù liesseurt: an embann, ar c'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel.
E 1965 e voe displeget ar mont en-dro e-barzh niverenn 30 (p. 25) ar gelaouenn Ar Vro-Gwirionez :
Le rôle du Kuzul ar Brezhoneg (Conseil de la langue bretonne) est d'être une union, un lieu de rassemblement entre des oeuvres et des publications qui gardent chacune leur liberté d'action et leur but particulier (Roll Kuzul ar Brezhoneg eo bezañ un unaniezh hag ul lec'h d'en em vodañ etre oberoù hag embannadurioù hag a vir pep hini anezho o frankiz ober hag o fal difer). Pelloc'h e kaver ar pezh a zo anvet "ar pal boutin" : "la défense et le développement de la langue bretonne" (difenn ha diorren ar brezhoneg).
Izili
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Embannerien
|
- Aozadurioù kelenn
- KEAV, Kemper ; kadoriad : Cédric Choplin
- Skol Ober, Lannuon ; kadoriad : Gérard Cornillet
- Levraouegoù
- Unvaniezh Bro Dreger, Lannuon ; kadoriad : Fañch Kerrain
- Aozadurioù etrekeltiek
- Kendalc'h Keltiek Etrevroadel, Kemper ; kadoriad : Yann Guillamot
Ur rummad izili a zo bet ouzhpennet war roll al lec’hienn ofisiel ha ne vezont ket izili wir : Skignet gant KaB. Aze e kaver roll al levrioù, kozh ha nevez, bet embannet gant embannerien ne oant ket evit bezañ izili, met skignet ha gwerzhet gant Kuzul ar Brezhoneg.
N’eo ket ur gwir ezel ar Priz Langleiz kennebeut pa vez graet an dezroadur gant ar c’huzul e-unan.
Bet izili
- An Here, embanner aet da get e 2003.
- S.A.D.E.D. (betek an 30 a viz Du 1967)
Hiziv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 1000 levr brezhonek[4], 100 levr gallek[5],[6] ha 10 levr saoznek[7] zo kinniget ganto. Labourat a ra Kuzul ar Brezhoneg da vrudañ an embannadurioù, da ragembann ha skignañ levrioù; ur servij treiñ skridoù zo ivez abaoe 1982.
Gant ar C'huzul e vez roet ar Priz Langleiz bep bloaz abaoe 1976.
Tamalloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tamallet eo bet Kuzul ar Brezhoneg da vezañ re dost d'ar Stad C'hall :
« Heuliet hon eus gant evezh emdroadur an darempredoù etre Kuzul ar Brezhoneg ha S.A.D.E.D. abaoe ho Podadeg Veur eus ar 1ñ here 1967.
« S.A.D.E.D. zo ur strollad o plediñ gant an deskadurezh, diazezet er framm politikel a zo dezhañ da bal sevel ar Stad Vrezhon.
« Dre nac’h freuzañ al lizher ho poa savet evit an “dilennidi” c’hall, e tiskouezit ez oc’h mennet da c’houlenn digant ar Stad C’hall ur goudor na c’hell bezañ roet d’al labour sevenadurel nemet gant ar Stad Vrezhon pe gant an aozadur politikel o komz en hec’h anv.
« Dre an diouer-se a ziazez n’eur ket evit reiñ ur frammadur da gKuzul ar Brezhoneg ha da heul, n’eo ar gevredigezh-se evit ren obererezh ebet.
« An diouer-se a ziazez ouzhpenn-se zo noazus ouzh ar c’hevredigezhioù o deus fiziet o anv e Kuzul ar Brezhoneg, ken e-keñver efedusted o labour, ken e-keñver o brud vat, ken e-keñver o surentez.
« Dre-se e roomp urzh da S.A.D.E.D. d’en em dennañ eus Kuzul ar Brezhoneg. »
– « Kuzul ar Brezhoneg » hag an Emsav, Emsav niv. 12, Kerzu 1967
- Tamallet eo bet ivez Kuzul ar Brezhoneg, en un doare souezhus, da labourat muioc'h e brezhoneg eget e galleg[8]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ [https://annuaire-entreprises.data.gouv.fr/entreprise/kab-kuzul-ar-brezhoneg-326544343 République française, Annuaire des entreprises. Brassellet d’an 16 a viz Ebrel 2026.
- ↑ Degemeret ez-ofisiel gant an Deskadurezh-Stad e 1955.
- ↑ Meneget eo Wanig ha Wenig, ur gelaouenn daouviziek evit ar vugale, met gant tud Skol e veze embannet.
- ↑ (fr) KaB / Breton
- ↑ (fr) KaB / Français
- ↑ Lod eus al levrioù gallek n'int ket renablet e-touez al levrioù gallek, evel Le trésor d’Erdeven, Le tournant de la mort pe c'hoazh Le naufragé.
- ↑ (fr) KaB / Anglais
- ↑ Fañch Broudig, La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours, Presses Universitaires de Rennes, 1995, p. 327 (ISBN 978-2-86847-128-4) ; adkemeret eo bet an tamall-se gant Françoise Morvan e Le Monde comme si – Nationalisme et dérive identitaire en Bretagne, Actes Sud, 2005 (ISBN 978-2-7427-5552-3), pennad V, p. 108.