Mont d’an endalc’had

Strollad An Deskadurezh Eil Derez

Eus Wikipedia

Strollad An Deskadurezh Eil Derez (S.A.D.E.D. pe SADED) a oa ur gevarzhe krouet e 1962 hag a ginnige kentelioù dre lizher, hag e KEAV. Strollad An Deskadurezh Eil Derez a oa e vennad lakaat en e sav ur c’helennerezh a live gant ar c’hlasoù dibenn studi hag ar bloavezhioù kentañ er skol veur.

Krouet eo bet e 1962. Labourat a reas ur paot-mat a ouizieion e S.A.D.E.D. : Guy Étienne, Goulven Pennaod, René Le Gléau, Gwilherm Dubourg, Paol Kalvez, Pêr Even, Gab Chérel, Remont Jestin, Bernez Jestin, Hubert Jestin...

E 1963 ez embanne e gentelioù kentañ. Roet e veze ar re-mañ dre lizher e-doug ar bloavezh ha da-geñver devezhioù studi e-kerzh an hañv. Berzh a reas diouzhtu ar skol. Deraouet e voe gant pevar rummad : Lennegezh, Istor, Fizik, Douaroniezh. Goude pemp bloaz e tiraeze ur raklun a 150 kentel war 12 danvez, en o zouez ar Vevoniezh, ar Ventoniezh, ar Gimiezh, ar Yezhadur hag, en derez skolveurel, ar C’hrennvrezhoneg, an Armerzhouriezh, an Ensavadurioù politikel, ar Gwir bonreizhel.

Gant S.A.D.E.D. eo bet diazezet an doare da intent ha kompren ar gramadeg dre an orioù, eleze dibenn ar verboù displeget e-lec'h ar yezhadur klasel a-orin gall : "Bonragor, Bongevor, Bonator" e lec'h "Amzer-dremenet strizh, amzer a-vremañ, amzer da zont". Kentelioù yezhadur ha gramadeg S.A.D.E.D. a gaver el levr Gramadeg ar verb embannet gant Preder[1]

Levrioù ha kentelioù gant S.A.D.E.D.

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Echu e oa gant Strollad An Deskadurezh Eil Derez e-korf ar bloavezhioù dek-ha-tri-ugent. Krog eo Preder da embann kentelioù S.A.D.E.D. en o fezh : graet eo evit a sell ar c'hentelioù a grennvrezhoneg hag a yezhadur.

  1. Pajenn-ginnig Gramadeg ar verb gant Preder
  2. Adembannet e 1979.
  3. Adembannet e 2010.