Bernez Jestin
Bernez Jestin (Bernard Gestin e anv kefridiel), ganet e 1948 e Landerne, zo un emsaver brezhon.
Ur beajour eo bet er bed a-bezh abred-kenañ hag e vuhez-pad, adal Turkia dre viz-meud e 1966 betek Afghanistan, India ha Nepal dre an hentoù e 1971, Mongolia, Indez-Sina hag all. Kenderc'hel a ra atav, eus ar broioù balkanek betek Jorjia er C'haokaz.
Desket en deus meur a yezh nebeut anavezet evel ar gresianeg, ar finneg pe ar serbeg-ha-kroateg.
Studiañ a reas en Institut d' Études Politiques e Pariz. Studier e voe ivez e S.A.D.E.D..
Labourat a reas e Dakar, Senegal e-pad daou vloavezh (1979-1981) hag ivez e London hag e New York (1996).
Ezel e voe e-pad ur frapadig eus ur c'helc'h "nevezpagan" savet gant Goulven Pennaod ha Yann-Ber Tihernon e 1983 : Kelc'h Maksen Wledig. Pellaat a reas dioutañ buan avat evit talvoudoù hag abegoù don, enebet ma oa ouzh e rikladur pellaour. Er c'helc'h e oa en em gavet gant kalzik tud all anavezet mat bet hoalet eveltañ gant tu "atahiner ha "c'hwezher-tan" bliv ar bodad-se.
Gouestlet en deus dek vloaz da studiañ oberenn veur ar skrivagner gresian Nikos Kazantzaki ha skrivet meur a rakskrid, studiadenn pe brezegenn diwar e benn. Emañ hiziv o prientiñ embannadur ar strobad testennoù-se.
Un amaeziad eus ar BNP hag eus an ti-bank Barclays e voe, arbennikaet war studi riskl an embregerezhioù hag ar gennadoù armerzhel. Rener Skol-Uhel ar Vro e teuas da vezañ e penn-kentañ ar bloavezhioù 2000 betek ebrel 2008. Kengadoriad kevread sevenadurel breizhek SKED e Brest ez eo bremañ abaoe un eizh vloaz bennak.
Abaoe 1998 e tarempred ingal Kuba, ur vro anavezet don gantañ bremañ, dimezet ma z eo gant ur vaouez alese.
Paotr ar c'hayak-mor eo erfin, abaoe ouzhpenn 35 bloaz bremañ, sot-pitilh gant ar pleustr-se.