Kelc'h Maksen Wledig

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kelc'h Maksen Wledig a oa ur c'helc'h nevezpagan hag eus an tu-dehou pellañ bet krouet gant Goulven Pennaod, Yann-Ber Tihernon ha Bernez Jestin e 1983 e Pariz.

Dont a reas da vout perc'henn war ti Ker-Vreiz e tro ar bloavezh 1986. Bernez Jestin a guitaas Kelc'h Maksen Wledig e 1987.

Embann a rae ar gelaouenn Diaspad a oa pagan, enep-kristen hag eus an tu-dehou pellañ ; ur meni heuliadenn d'ar gelaouenn Ar stourmer e oa, hep bout ken atahinour. Skrivet e oa e brezhoneg hag e galleg.

Ar c'helc'h a oa levezonet gant an drouizelezh ha gant koun an impalaer roman Maksen. Enni e veze roet an enorioù a varzh pe a zrouiz. Olier Mordrel, Gwenael Emelyanoff ha Tieri Gwigourel a gemeras perzh enni.

Pa ne oa ket nemet un ugent bennak a dud oberiant o kemer perzh enni ez eas da get e penn kentañ ar bloavezhioù 1990. Ne chom ket nemet ul lec'hienn-internet anezhañ, meret gant Yann-Ber Tillenon.

Ere diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]