Remont Jestin
Remont Jestin | |
---|---|
![]() | |
Anv ofisiel | Raymond Gestin |
Anv pluenn | Remont Jestin, Rieg Jestin, Rigakos, Gestin |
Obererezh | Prederour, yezhoniour |
Ganedigezh | e 1902 e Landerne, ![]() |
Marv | e 1991 e Menton, ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg, Galleg |
Oberennoù pennañ | |
Ar bouddha hag ar vouddhaadegez | |
Traoù ouzhpenn | |
Abrégé de grammaire sumérienne Ar spered relijiel sumerek en e endro usvedel Eñvorennoù a Durkia | |
kemmañ ![]() |
Remont Jestin (ganet e Landerne e 1902 - marvet e Menton e 1991), Raymond Gestin e anv kefridiel, a voe ur skrivagner brezhonek, stag ouzh skol Pariz gant Goulven Pennaod ha tud Kêr-Vreizh. Lesanvioù e-leizh a arveras evit skrivañ e zanevelloù, e studiadennoù pe e bennadoù : Rieg Jestin, Rigakos, Gestin...
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Desavet e voe e brezhoneg gant e vamm-gozh e Bro-Leon, kent mont pell-pell war ar studi e Pariz. Studiañ a reas en École du Louvres, goude bet o chom en Istanbul hag e Mezopotamia e-men e reas enklaskoù war ar sumereg. Dont a reas da vout kelenner en École pratique des hautes études ("Skol Bleustrek ar Studioù Uhel") adalek 1953.
Ober a reas anaoudegezh gant emsaverion arall e Kêr-Vreizh evel Goulven Pennaod e skrivas pennadoù evitañ en e gelaouennoù Ar Stourmer hag An nerzh. Un heuliadenn hir a skrivas er gelaouenn Ar stourmer : "Hent ar ouenn ? Hent an natur" dindan an anv-pluenn Rigakos e-men e kav an nen displegadennoù a-zivout an Istor hervez ur savboent kenel-werinelour ha gouennelour.
Studiadennoù a skrivas ivez evit an ti-embann hag ar gelaouenn Preder. Unan eus dodennoù pouezusañ oberenn Remont Jestin a oa an nerzh a-ziwar an natur hag ar ouenn dre brederouriezh ar Baganed ha hini Friedrich Nietzsche.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar bouddha hag ar vouddhaadegez, Gwalarn, niverennoù 95-96, 1936.
- Eñvorennoù a Durkia, SAV, niverenn 24, 1942.
- Friedrich Nietzsche hag e gelenn, Al Liamm, niverenn 15, 1957.
- Ar spered relijiel sumerek en e endro usvedel, Preder, 1959.
- Hent ar ouenn ? Hent an natur, Ar stourmer, niverennoù 1-3, 1962.
Arroud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"Al lorc'h evit ur ouenn a zo bleunienn ar yec'hed, ha mousc'hoarzh ar c'hlanded, ouzhpenn ez eo kreñvañ mirour he galloud hag he youl-emledañ, he spered-trec'h. An hini lorc'hus a zo faeüs ha dre-se n'eo ket fall e-keñver e enebourien. Ar sklav eo a zo gourvennek ha dieeun. An hini balc'h a oar ar pezh a dalv ha gwelloc'h eo gantañ bezañ eñ e-unan eget bezañ unan all. Neuze ne gilo na ne ziskrogo, rak ezhomm en do atav da greskiñ e nerzh hag e binvidigezh-ene evit kenderc'hel da vagañ an emskiant-se." (Lorc'h, Preder, Tonkad 61, 1961)